Dindan pavezioù Gwengamp, 158p., 10€.
Gant Herve Seubil gKernaudour, emb. An Alarc'h, 2024.
gant Tangi Legavre
Goude bezañ lennet ar pennadoù kentañ e vezer techet da genveriañ levr diwezhañ Herve Seubil gKernaudour ouzh ar stirad brudet Le club des Cinq, en deus roet kement a blijadur d’ar re yaouank. Kavout a reer ur c’hi e-touez an tudennoù, Gradlon e anv er romant Dindan pavezioù Gwengamp, Dagobert e strollad Le Club des Cinq. Fellout a ra da Herve Seubil gKernaudour skrivañ evit al lennerien yaouank peogwir ez int dazont ar yezh. Reiñ a ra c’hoant dezho da lenn dre implijout en e romant ur yezh a zo unvan daoust ma’z eus meur a live ennañ : brezhoneg klasel, ar vro, uhel… Gwiriziennet eo ar yezh en ur bastell-vro a blij d’ar skrivagner. El lec’hioù kuzh, ankounac’het evel ar soñj eus ar brezelioù tremenet, ez eus diskoulmet un afer polis gant ur strollad krennarded o deus dilezet traezhennoù ar vakañsoù evit aergelc’h mouget ha mouest ar milendalloù danzouar. Reuz zo er vro gant ur bagad laeron e Gwengamp ha difrouezh eo enklaskoù ar polis. Edern, Gurvan, Koupaia, Aodren ha… Gradlon a ra o seizh gwellañ evit kavout penn an neudenn. Enskrivadurioù e brezhoneg kozh, pe e latin, a zo kavet e bolzoù ar garidennoù. Arouezioù an alkimiezh a zo ebarzhet e kinkladur an iliz-veur. Peadra zo da lakaat pennoù an ensellerien yaouank da dreiñ. Kizellañ a ra ar skrivagner personelezh e dudennoù tamm-ha-tamm a-feur ma vez displeget kammdroioù an istor. Heñvel int ouzh ar yaouankizoù a-vremañ. Pennad diwezhañ ar romant a zo gouestlet d’an divizoù kenetrezo ha mont a ra o c’hoantoù, o raktresoù hiniennel da vezañ resisoc’h. Amañ e vez santet an diforc’h brasañ gant Le club des Cinq a zo diamzeriet e dudennoù. Mat e vefe skignañ al levr-se er skolioù. Estreget plijadur un istor diroll e kaver ennañ neuz ur gevredigezh n’eus ket anezhi, e-lec’h ma’z eo ar brezhoneg yezh an holl, naturel hec’h implij. Da bep hini ac’hanomp d’ober ur striv bennak evit ma teufe da wir utopiezh Herve Seubil gKernaudour.



