Gwalarn : 100 vloaz / 100 ans, 226p., 13€.
Gant SKRIV!, emb. Al Liamm, 2025
gant Tangi Legavre
Tresadenn ar golo a zo kenkoulz hag ur brezegenn evit diskouez pegen bras eo bet levezon al luskad Gwalarn. Sankañ a ra ar wezenn he gwriziennoù don en douar, maget gant ijin ha preder ar remziadoù kent. Astenn a ra he skourroù war-zu an oabl hag ar stered, glas he delioù, kreñv he c’hef. Ur glaoustre eo sevel ul luskad lennegel. N’eo ket trawalc’h bezañ youlek hag aozañ ur steuñv labour. Ret eo kaout chañs ha gortoz ar mare resis e-lec’h ma vez bodet an holl nerzhioù, prest da grouiñ un dra nevez.
En dastumad danevelloù embannet gant Al Liamm evit 100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn en em ginnig izili al luskad evel ur vandennad mignoned, prest da c’hoarzhin bewech ma vez tu, laouen oc’h d’ober goap ouzh o enebourien (« An den a oar brezhoneg »). Emeur tost ouzh an surrealouriezh pa heulier dibunadeg ar jeneral Kerangwenn e Lannevern. Bev eo ar re varv ha n’int ket laouen o vezañ kaset d’ar vered. Lijer ha trouzus eo an aergelc’h e-barzh karr an Ankoù pa vez Jakez Konan o terc’hel rañjennoù ar jav. Gellout a reer rebechiñ dezho reiñ ur skeudenn fall eus ar maouezed. Pa vezent meneget e vezont vil, drouk, inosant. Kant vloaz zo eo bet skrivet an testennoù-se. Savet int bet en ur gevredigezh ne roe ket ur plas dereat d’ar maouezed. Er c’hontrol e oar Meavenn teurel ur sell kizidik warno (« Merc’hed Brest »). An destenn, e stumm ur brezegenn, a ro da gompren pegen kriz eo bet o buhez ha bras an dismegañs warno. Rouez eo an dibab graet gant Al Liamm.
Kinniget eo an danevelloù en ur stumm divyezhek. Displegañ a ra Kristian Braz ha Fulup Lannuzel, en o raklavar, perak eo dedennus treiñ an testennoù-se e galleg : kizidikaat ar re yaouank ouzh pinvidigezh al lennegezh vrezhonek, bezañ anavezet en estrenvro… Ur goulenn zo. Hag e vo lennet an danevelloù e galleg gant ar skolidi da gentañ, hep klask kompren o doare orin e brezhoneg ? Diaes eo meizañ petra zo modern ha petra zo klasel, eme Erwan Hupel en e rakskrid. Disheñvel eo ar rakvarnioù diouzh ar mareoù. Tud zo a lavar eo re glasel ar yezh implijet gant izili Gwalarn daoust m’ eo aes da lenn an danevelloù-se ha bev o brezhoneg. Gwir eo emañ neuz ar c’hontadennoù hengounel war danevelloù zo, met ar skrivagnerien o deus lakaet ur preder donoc’h enno. « Ar c’hloc’h aour » a c’hellje bezañ bet skrivet gant Edgar Allan Poe pa gej bed ar faltazi ouzh tem an dizemglev etre ar remziadoù. Gellout a reer kaout spi o devo c’hoant ar re yaouank da dañva dibarded ar stil ha puilhentez an danvez o deus gouiet Gwalarniz lakaat en o oberennoù all. Mat eo da bep remziad derc’hel soñj e c’hweze un avel greñv war al lennegezh vrezhonek etre 1925 ha 1944. Gwelloc’h e vefe lakaat o hêrezh da vleuniañ ha kemer harp warno evit toullañ hentoù nevez.



