Aozañ Koktel ar Vuhez

Koktel ar vuhez, 146p, 12€
Gant Jil Penneg, emb. Al Liamm

Mouezh Jil Penneg a anavezit mat moarvat, dre ar filmoù advouezhiet gantañ ingal. E skridoù er gazetenn Le Télégramme ho peus bet tro da lenn ivez [s.o.
Ma buhez gant an Télégramme e Bremañ niv. 413]. Hag e danevelloù ? Ur strobad anezho zo bet embannet nevez zo er gelaouenn Al Liamm ha bremañ dindan stumm ul levr, Koktel ar Vuhez. Ar skrivagner e-unan a ginnig amañ e labour aozer.

gant Jil Penneg

Danevelloù-buhez a oa bet skrivet ganin etre 2018 ha 2019, pe a-raok evit unanik bennak zoken. Lakaet int bet holl asambles gant re nevez da vont d’ober al levr Koktel ar Vuhez. Tost an hanter eus an danevelloù a oa bet embannet er gelaouenn Al Liamm. Liam­met eo an holl zanevelloù-buhez a gaver el levr, evel rannoù ur romant en ur mod. Pep rann a laka war wel tuden­noù zo, met a-hed al levr e adkaver Yann-Bêr, Bénédicte, daou Gevin disheñvel mat an eil diouzh egile, Anna, hag ur bern tud all eus ar vro ha tud eus lec’h all, tud a orinoù a bep seurt zo danvez enno da gontañ istorioù diwar o fenn ! Farsus pe kriz eo tonkad tud zo, hag a-wezhioù farsus ha kriz war un dro. Un digarez eo bet evidon da gontañ istorioù dudius ha n’int ket re ziaes da lenn.

Tudennoù... hag o lignez

An holl dud el levr zo levezonet gant ar pezh a oa bet bevet gant o zud, o zud-kozh ha pelloc’h zoken, war an tu mat ha war an tu fall. A-wezhioù ez aer betek penn kentañ an 20vet kantved e danevelloù zo evit kompren pezh a vev an tudennoù en deiz a hiziv, o buhez dezho o-unan hag hini tud o lignez, evel hini Bénédicte Oulianova, everez vodka ha gin da skouer en em gavet e Kemper dre zegouezh. Gwez ar familhoù pennañ zo e penn kentañ al levr evit sikour al lenner pa vez ret gant ar familhoù Taleg-Lagadeg, Oulianov, Martini, Ar Marc’ha­dour-Bosquet-Du Bois de la Source… Lod ne zeuont ket a-benn da vont er-maez eus lagennoù m’int bet kaset, levezonet gant buhez o hendadoù pe darvoudoù en o bugaleaj. Re all a vev disoursi a-walc’h daoust dezho bezañ prederiet gant ar vuhez dre vras. N’eo ket trawalc’h gant ul levr evit kontañ istorioù an dud-se. Neuze un eil levr zo peuzprest ganin a ginnigin dizale d’Al Liamm. Gant un tamm chañs e vo embannet ur “Koktel ar Vuhez 2”. Tudennoù nevez en em gavo hag e chomo o buhez liammet ouzh lod eus ar re a gaver el levr kentañ. Hag ar c’hen­finañ, pe ar bac’hadur abalamour d’ar C’hovid-19, en do bet e levezon war tuden­noù zo. Un danevell bennak a zlefe bezañ embannet e kelaouenn Al Liamm mare bennak war an dodenn-se.

Da-heul red ar skrid

Skrivet em eus evel ma teue hep prederiañ re war ar pezh a skriven, nemet a-wezhioù e oa temoù a zeue em spered a-daol-trumm hag a faote din lakaat el levr. Un nebeud dodennoù e oan prede­riet ganto abaoe pell zo am eus lakaet kazi dre ret ivez. Pep danevell zo deut en un taol hep diskrog, pe a zeiz da zeiz, goude meur a adlenn, hag evel-se e kreske an istor tamm-ha-tamm. C’hoar­zhin a raen ma-unan a-wezhioù dirak skramm ma urzhiataer pa skriven. Saviadoù zo, degouezhioù ar vuhez a gavan farsus, iskis pe a-bouez a fed darempredoù etre an dud, a gaven dedennus da gontañ diwar o fenn ivez. Awenet on bet a-wezhioù gant traoù am eus bet klevet, darvoudoù bevet ganin pe gant tud all, met n’int nemet ul lodennig mesket gant an ijin. Istorioù zo diazezet kant dre gant war an ijin, evel hini Youenn, bet en FLB pa oa yaouank ha gopret d’ober traoù iskis... Met evel ma vez lavaret e c’hell ma ijin bezañ en em gavet dre zegouezh gant kroashentoù ar vuhez wir hep gouzout din.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù