Ar C’hizeller hag ar Vorganez, ha Marvailhoù all, 84p, 7 €
Gant Fañch Peru, emb. Skol Vreizh
gant Milio Latimier
Ar skrivagner tregeriat, puilh e zruilhad skridoù, a ginnig deomp ul levr kontadennoù nevez. Un toullad mat a levrioù en deus skrivet dibaoe ar bloavezhioù 1980. E-barzh Ar C’hizeller hag ar Vorganez ha Marvailhoù all e kaver dek danevell pe dek kontadenn kentoc’h, dre ma vezont skrivet mod ar c’hontadennoù. Saourus ha pinvidik eo ar yezh. An danevelloù kentañ a zo liammet ouzh bed ar c’hizellañ koad : un den a-vicher e-barzh an hini gentañ, kompagnuned kilvizier en eil… Kalzik gerioù arbennikaet a zo, sed aze perak ez eus bet lakaet e fin al levr div bajenn a c’heriaoueg. An danevelloù all a ya war-zu istorioù a bep seurt, evel er c’hontadennoù gant darvoudoù marzhus, oc’h ober anv eus an Ankoù a-wechoù, an holl o vezañ lec’hiet e Bro-Dreger, e bro Lannuon dreist-holl (Al Lev-Draezh, Beg-ar-Forn, Sant-Eflamm…). Plijout a raio d’al lennerien a vez plijet gant ar c’hontadennoù mod kozh, evel reoù Kontadennoù ar bobl gant Fañch an Uhel. Gant ar re yaouank n’eo ket ken sur avat.



