gant Skipailh Bremañ
C’hoant hoc’h eus da sevel pennadoù kazetennerezh e brezhoneg, met ne ouzoc’h ket tre penaos ober ? Savet hoc’h eus pennadoù c’hoazh, nemet e karfec’h bezañ muioc’h en hoc’h aez. Ar staj aozet gant Skol an Emsav a zo aozet evidoc’h.
PAL
Deskiñ teknikoù efedus evit sevel pennadoù kazetennerezh eo pal ar stummadur. Evel-se e viot gouest da reiñ plijadur ha deskamant d’al lennerien : sachañ evezh al lenner hag ober ma lenno ho pennad penn-da-benn hep diskregiñ a-raok ar fin.
STUMMER – FULUP LANNUZEL
Skrivagner (Koroll an dasorc’h, Kaour ar Barzh, galeour, Pik pe vran, Mall achap !)
ha saver pennadoù kazetennerezh (Bremañ, Al Lanv, Al Liamm…)
FRAMM AN DEVEZH
Diouzh ar mintin
Doare ar skridaozañ : ar goulennoù diazez, ar c’hogn, ar frazennadur, ar stil, ar c’hrog kazetennerezh…
Adskrivañ ur pennad skouer.
Pred asambles
D’endervezh
Pleustriñ war ur pennad da sevel : labour dre strolladoù bihan war un danvez bet dibabet a-raok. Kinnig labour ar strolladoù ha dielfennañ a-stroll.
PELEC’H ? PEGOULZ ?
E ti Skol an Emsav
8 trolec'h Sant-Albin, Roazhon
D'ar Sadorn 22 a viz Mezheven 2024
ENSKRIVADUR
Mont e darempred gant Skol an Emsav :
02 99 38 75 83
pe war skolanemsav.bzh
12 plas d'ar muiañ,
80€/den evit an devezh stummañ