Erered an avel

Tarifa, Andalouzia | Gwengolo 2018 testenn ha tresadennoù gant Riwal Couix Diroll eo an avel amañ ! Eus ar Reter e c'hwezh al Levante, dizehan abaoe deizioù, o yudal war lein ti an arsellva. Eno emaon gant tud a youl vat o studiañ “divroadeg” al laboused e Strizh-mor Jibraltar. Ac'hann e weler porzh Tarifa hag ar strizh-mor eus an uhel, ha bamet on dirak menezioù Maroko, kêr Tanjer hag ivez enklozadenn Seouta, ul lodenn eus Spagn anezhi. Evezhiañ a ran ivez kantadoù a erered korr1 gwenn ha du, bargeded ruz2 forc'hek o lost, pe c'hoazh skoulerered-hañv3, hir ha gwevn o divaskell.

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Connexion pour les utilisateurs enregistrés
   

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù