Fulenn

Fulenn, 188p, 12€
Gant Yann-Charlez Kaodal, emb. Al Liamm, 2022
Priz lennegel ar romant brezhoneg gant Livr’à Vannes e 2023

gant Tangi Legavre

Kalz filmoù zo bet sevenet, ha kalz levrioù zo bet skrivet, diwar-benn an trubuilhoù e Norzh-Iwerzhon. Enno e vez kavet alies un dilennad republikan (Bobby Sands pe Martin Mc Guiness), ur murlivadur (« You enter free Derry »), ur ganaouenn (A soldiers’ song, Bloody Sunday) pe ur sonerezh (staccato un Armalite1) e drekleur  an oberenn. Degas a ra Yann- Charlez Kaodal ur sklêrijenn nevez  ouzh an dalc'h zo e Bro-Iwerzhon dre sell e benndudenn Donovan, ur parasoudard eus an Ulster Voluntary Force. E deroù ar romant e heulier un den a rann e gasoni etre ar gatoliked hag ar repuidi eus ar Reter-Nesañ. Goude bezañ bet gloazet gant ur boled en e livenn-gein emañ ret dezhañ adkavout e frankiz en e gador-ruilh. Kregiñ a ra e-barzh ur stourm nevez harpet gant Alana, ur glañvdiourez katolik he deus graet eus ar gouezeleg yezh he c’halon. Un daspren dre ar garantez ? Ha kreñvoc’h e vo an triviliadoù o tiwanañ etre Donovan hag Alana eget ar steudad tasmantoù feuls a zo war o lerc’h ? Luzietoc’h eget un istor karantez eo Fulenn.  A-feur ma troer ar pajennoù e weler sach- disach ar gevredigezh oc'h emdreiñ e Norzh- Iwerzhon. Dont a ra Belfast da vezañ ur gêr  a-vremañ, gant he c’hreiz diouzh ar c’hiz  arc’hantaouet gant yalc’hadoù an Unaniezh Europa. Klevout a reer yezhoù ar Reter-Nesañ hag ar Reter-Pellañ degaset gant ar repuidi enni. Ankeniet gant efedoù ar Brexit e tiviz protestanted zo mont da vevañ e Republik Iwerzhon. Ar brotestanted taerañ n'int ket evit gouzañv seurt cheñchamant. D'ar re all e vo ret, mod pe vod, bevañ en ur bed nevez. Marteze e vo ar gouezeleg ur pont da liammañ an div gumuniezh. Flour eo pluenn Yann-Charlez Kaodal. Fonnus a-walc’h e vez disoñjet ez eus liv Bro-Wened war ar yezh. Disoñjal a reer ivez eo Donovan un den nammet. Sachet eo evezh al lenner gant ar pezh a dro en e benn pa c’hwezh ar gorventenn dindan e glopenn. Ur gwir labour tisaverezh he deus graet Alana gant personelezh Donovan. Er romant ez eus ur preder all c'hoazh, a-zivout ar pardon. Donovan en deus kemeret perzh e meur a dorfed feuls. Drouglazhet en deus ur repuad, skoet kriz gant ar gwalleur dija pa en deus kollet e wreg hag unan eus e vibien er Mor Kreizdouar. Penaos e vo barnet an hini zo bet ezel eus an UVF ?  E-kichen lez-varn ar gevredigezh emañ lez- varn e goustiañs. Tra ma n’en do ket Donovan  rentet kont eus e dorfed euzhus, ne c’hello ket kavout ar peoc’h, na sellout hep morc’hed ouzh ar fulennoù zo eus daoulagad c’hlas Alana. 

  1. Ur fuzuilh amerikan implijet gant soudarded an IRA. ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù