Languages and the media e kêr Budapest...
Ne vez ket klevet stank an hungareg e kreiz-kêr Budapest ken niverus eo an douristed o taremprediñ hañv-goañv unan eus bravañ kêrioù Europa. Nebeutoc’h c’hoazh e oa bet klevet yezh ar vro e miz Du 2024 da vare ur rummad prezegennoù diwar-benn Languages and the media a oa bet dalc’het e New York Palace Budapest. Bodet e oa aze tud arbennik war ar yezhoù e bed ar c’hleweled, deuet eus ar pevar c’horn eus Europa. E saozneg flour-diflour e oa bet dalc’het an divizoù ha trelatet e oa an holl berzhidi gant an emdroadur teknologel, an naouegezh artifisiel (NA) peurgetket.
gant Samuel Julien
Arabat e oa deoc’h pennfolliñ mard e oa diasur ho saozneg : kement diviz bet dalc’het en dastumad prezegennoù e Budapest – distaget fall pe e doare saozneg ar BBC – a veze kinniget gant un titlañ war-eeun. A-boan ma veze distaget ar gerioù gant un den ma vezent gwelet skrivet ha bannet ouzh ur skramm vras, ar pezh a zegase an aezamant d’ar c’hompren dre ma oa tu da lenn kement gêr komzet. Daoust da se – pe abalamour da se ivez moarvat – ne oa ket peadra da frealziñ kalz ar berzhidi : gronnet e oa an darn vrasañ eus an dud gant ar santimant rak-enep zoken, ar spont.
Boued hep OGM zo mat, ha boued kleweled hep NA vo warc’hoazh ?
Ar spont rak un dazont diasur o tont. Tremen sur eo micherourien ar c’hleweled eus degouezhioù negativel an NA war o fostoù-labour : digresk ar goproù, digresk ar c’hementad labour ha digresk kalite an endro sokial. Diaesoc’h-diaesañ zoken, diouzh klevet sindikadoù zo, tuta tud dedennet gant an treiñ, pe e vefe evit an istitlañ, an advouezhiañ pe evit n’eus forzh doare treiñ all. Oc’h ober e jeu emañ an NA ha ne seblant ket prest da chom a-sav e bedig-bed an treiñ klewelet ha pa sellfe ouzh ur yezh nebeud implijet, pell ac’hann.
Rivinet eo bed an istitlañ e galleg dija. Rivinet e saozneg ivez ha rivinet e vo e kement yezh a zo. Gouest eo an NA da sevel istitloù emgefre e tost forzh peseurt yezh a zo en deiz a hiziv. Gouest eo da sevel anezho e brezhoneg en un doare propig a-walc’h abaoe 2024 ha gouest e vo da sevel anezho e gallaoueg dindan berr amzer. Arabat deoc’h bezañ touellet memestra : n’eo ket ha ne vo ket seurt istitloù danvez lennegel anezho met asantet e vez gant muioc’h-mui a dud gwerzhañ istitloù izeloc’h o c’halite1. Kriz eo ar gwirvoud ekonomikel ha divent ar pezh eo gouest an NA da ginnig : mouezhioù sintezel, eilañ son ur vouezh, krouidigezh fromadennoù dre ar vouezh... hag implijet e vez an NA zoken adalek krouidigezh istor ur film betek kement lodenn teknikel goude ar filmañ.

Peseurt plas a chomo d’an den er c’hrouiñ kleweled neuze, kontroll kalite ha mat pell zo ? Douetañs a zo war ar fed e vo asantet seurt emdroadur gant an holl, tud a-vicher pe sellerien programmoù e vefe. Da skouer zo bet divizet gant ar BBC menegiñ an NA e roll klozañ un oberenn pa vez implijet anezhi. Ken buan all e c’hello ar BBC, en amzer da zont, ijinañ un arouez evit diskouez d’he sellerien ne vo ket implijet an NA ganti e-giz ma vez graet gant an OGM hag ar boued...
Lavarout n’eo ket kehentiñ...
Rak n’eo ket prest an holl da zegemer donedigezh an NA ken aes ha tra. Tenn eo bet an darempredoù etre tud a-vicher e kêr Budapest gwechoù zo. Eus un tu e vez bed ar c’hehentiñ gant e c’hoant da vont buanoc’h-buanañ, da gas boued kleweled d’ar bed holl en ur mod unton : er bed-mañ ez eo ar yezhoù ur gwir skoilh hag an treiñ emgefre un doare d’en em zizober dioutañ. Eus an tu all e kaver bed al lavar, tud a vourr en em soñjal war talvoudegezh ha kened ar gerioù, prest da furchal deizioù-pad evit peurlipat an tremen d’ur yezh d’eben.
E kêr Budapest e oa chalet ar re kar o yezh, anat. Chalet e oant ivez peogwir ne oa ket bet klevet kalz yezhoù all estreget ar saozneg ha dister e oa bezañs ar yezhoù bihanniver er prezegennoù : anv ebet eus ur yezh keltiek bennak hag a-boan ma oa bet klevet kaoz eus ar c’hatalaneg pe an euskareg. Meneget e oant bet gant ur c’helenner eus Skol-veur bro-Euskadi2 da-geñver un enklask diwar-benn bezañs ar yezhoù bihanniver er porchedoù SVOD brudetañ3. Pal e enklask zo sevel ul lezenn europat nevez evit diorren liesseurted ar yezhoù er c’hleweled. Siwazh deomp holl – ha pa vefe krouet un doare porched gant ur yezh a-ratozh evit he difenn – e chom ar saozneg ar yezh bouezusañ e kement degouezh a zo. Chalusoc’h c’hoazh marteze ez eo ar fed m’eo bet merzet gantañ n’eus nemet pemp yezh vihan4 war seurt lec’hiennoù...

© Statista
Frealzus e oa bet avat klevet tud o prederiañ war identelezh o yezh. Kengred zo bet gant ar re zo plijet gant talvoudegezh al lavar, forzh peseurt yezh a vefe komzet gante. Tra ma vez lakaet muioc’h-mui ar gaoz war donedigezh an advouezhiañ artifisiel ez eo bet roet lañs d’an advouezhiañ fiksionoù e saozneg n’eus ket pell zo5 ha kement-se war ur mod denel kenañ. Pouezet e vez war ar mouezhioù tud gant industriezh an advouezhiañ tramor, da lavaret eo gant ur yezh liesliv ha lies pouez-mouezhiek, pell diouzh ur saozneg standard. Gwell a-se neuze ma vez saozneg liv ar yezh spagnolek gant komedianed zo pe c’hoazh saozneg ar bannlevioù evit seriennoù all. Deneloc’h ez eo ha seul ziaesoc’h d’an NA heuliañ doareoù lavar kement boudig a zo. Daoust ha n’eo ket merket identelezh an dud dre al lavar a-benn ar fin ? Piv a oar ha n’eo ket tonket dazont ar brezhoneg da dremen dre liesseurted ar gwenedeg izel neuze...
- Da skouer, an embregerezh IYUNO a ginnig d’e bratikoù 3 rummad a istitloù : Standard – Uhel – Dispar. Ur vezh eo seurt doare ober hervez sindikadoù an droourien : daoust ha ne zlefe ket bezañ pal pep troidigezh tizhout ar c’halite uhelañ e kement degouezh a zo ? ↩︎
- Studiadenn glok amañ. ↩︎
- Netflix, Disney+… ↩︎
- katalaneg, euskareg, galisianeg, kembraeg ha luksemburgeg. ↩︎
- Penn-kaoz eus an dra-se zo bet seriennoù evel Squid Games, Lupin pe Casa de Papel. ↩︎



