Hag a nevez e bed al lennegezh vrezhonek ?

Pelec'h mont da glask boued-spered en tu all d'ar c'helaouennoù ha d'ar festivalioù ? Pelec'h titouriñ war levrioù nevez embannet, saloñsoù, stummadurioù kinniget, kenstrivadurioù ha kement zo ? Penaos klevet lennegezh dre aodio ? Piv eo ar re a skriv en hor yezh ? Hag al lennegezh evit ar yaouankizoù ? 

Ha, pouezusoc'h c'hoazh moarvat, penaos reiñ tro d'ar skrivagnerien koulz ha d'al lennerien da reiñ o soñj, da gomz eus al levrioù int bet fromet ganto ?

Sed aze pal ar blog-mañ, nevez krouet gant ar gevredigezh SKRIV !, gant ar spi e teuio da vezañ ur wir savenn evit al lennegezh vrezhonek, ul lec'h eskemm. Met kement-se ne vo ket graet hep ho sikour, lennerien : lakait ho mouezh da vezañ klevet, kasit ho kinnigoù, sikourit ac'hanomp da wellaat hol lec'hienn !

Skipailh SKRIV !

Mont e darempred :
Lec'hienn : https://skriv.netlib.re/
Chomlec'h postel : skriv.esv@gmail.com

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù