Kali torrdent, 112p, 13€
Gant Loeiza an Duigou, emb. Al Liamm, 2024
gant Tangi Legavre
Brudet eo ar rekipe evit fardañ krampouezh a-feson : bleud gwinizh, vioù, sukr, eoul, laezh hag ur meudad holen. Brudet eo ar rekipe evit skrivañ ur romant morlaeron : ur vag (teirgwern pe brig), ur c’habiten didruez ha born, trouz ar c’hlezeoù hag ar c’hanolioù. Ouzhpennañ a ra Loeiza an Duigou un aozenn dic’hortoz : ur plac’h yaouank, tres ur paotr warni, Kali hec’h anv. N’eo ket un dimezell aonik, gwisket gant ur sae dantelezet, hag a bleustr bemdez war he foelladennoù piano. En he divskouarn e tasson mouezh he mamm-gozh, Adora, ur vorlaerez falc’het gant an Ankoù goude bezañ plantet reuz er morioù tomm. Honnezh a zo deuet da vezañ ur gwir dasmant a ro kentelioù da gKali peogwir e fell dezhi ober eus he merc’h-vihan ur vorlaerez ampart. A-hed kammdroioù o beajoù e reont anaouedegezh gant tud doñjerus prest da zic’houzougañ, da zigroc’hennañ, da zivouzellañ, prest da jahinañ an neb a zo foll a-walc’h da dalañ outo. Lennerien zo a c’hell rebechiñ da Loeiza an Duigou bezañ mesket temoù a bep seurt en he c’hontadenn. Daoust ma’z eo diresis harzoù ar moliac’h eo ret d’ar skrivagnerez kabestrañ red an darvoudoù ma ne fell ket dezhi gwelet evezh he lennerien oc’h izelaat, Mat e vije bet ouzhpennañ titouroù en divizoù evit gouzout piv zo o komz ha piv zo o selaou. Ur gartenn a vije deuet mat d’ar re o dije c’hoant heuliañ monedone Kali hag he mignoned dre ar porzhioù, a-hed an aodoù didud. Plijus-kenañ eo gwelet emdroadur ur skrivagnerez yaouank. Bras eo hec’h ijin ha ne fell ket dezhi mont gant an hentoù boas. N’eo ket direbech an disoc’h met degas a ra he romantoù pennadoù lenn rouez d’ar vugale, d’ar grennarded ha d’an oadourien a oar derc’hel soñj eus o yaouankiz. Ur mor diroll eo al lennegezh ha gortoz a reer ar c’hanoliad da zont tennet gant ar skrivagnerez-vorlaerez dizaon.



