Kavell Hungaria, kroashent Europa

Abati Tihany

War vord al lenn Balaton e c’hell an nen gwelet a-bell un abati gozh hag a zo war un dro e krec’h un dorgenn hag e penn ul ledenez. Ur bam evit an douristed. Ken bras eo al lenn ma c’hellfent krediñ emaint e-tal ar mor, hag int e-kreiz Mittleuropa. Ken brav eo al lec’h ma teu ingal Hungariz e-leizh d’e weladenniñ. Estreget ar gwel-kaer emañ e abati Tihany ar roudoù kentañ eus ar sevenadur hungarat. Pouezusoc’h c’hoazh, eno ez eus liammoù sevenadurel etre an hungareg ha sevenadurioù all en Europa.

gant Samuel Julien
Delwenn Andras 1 hag e wreg Anastazia — Arouezius eo an divyezhegezh. © Samuel Julien
Delwenn Andras 1 hag e wreg Anastazia — Arouezius eo an divyezhegezh. © Samuel Julien

E abati Tihany emañ gwir vaen-badez ar skritur hungarek. War ar groaz e vez embannet kement-se en he mirdi a c’heller gweladenniñ. Ennañ e vez lakaet splann pegen pouezus ez eo karta krouidigezh an abati evit an hungareg. Skrivet e voe e latin e 1055, met enni emañ ar frazennoù koshañ e yezh ar vro. Teir frazenn glok – ha n’eo ket bommoù nemetken – evit kadarnaat diazezadur an abati ha roll an douaroù ma oa-hi perc’henn warne, un teul bet lakaet siell ar roue Andras I warnañ.

Roudoù meur all eus ar sevenadur hungarat a zo en abati c’hoazh : er c’hev-iliz emañ bez ar roue Andras. N’eo ket bet roue hoalusañ Hungaria koulskoude – daou anezho zo bet lakaet da sent gant an iliz – met dre ma voe distrujet an darn vrasañ eus ar bezioù-roue gant darvoudoù kriz an istor, e oa deuet hini Andras da vezañ ar c’hoshañ er vro. Sellet e vez outañ evel kavell ar rouantelezh hungarat en ur mod. Gant evezh e vez graet war e dro neuze, hag evit gouzout hiroc’h e voe kaset meur a furchadeg arkeologel abaoe an XVIIIvet kantved. E 1890 e voe an eil koulzad furchadegoù, an trede e 1953 ha war ober emañ ar pevare c’hoazh, bet boulc’het e 2021. 

Padal, n’eo ket sur e c’hello an arkeologourien kadarnaat un deiz bennak ez eo eskern gwirion ar roue Andras I a weler e diskouezadeg verrbad an abati. Eus an XIvet kantved eo ar relegoù, diouzh ar pezh a c’heller lenn eno, met n’eus ket tu lavaret muioc’h. Peursur eo, avat, e reas Charlez IV1, roue diwezhañ Hungaria, e chomadenn diwezhañ en abati. Bac’het e voe enni e 1921 goude bezañ c’hwitet war e daol-Stad evit adtapout e c’halloud bet kollet da heul ar Brezel Bras. Gellout a reer gwelet abati Tihany evel kavell ha bered ar rouantelezh hungarat neuze, eus an deroù gant Andras I, betek an diwezh gant Charlez IV.

Furchadennoù e kev iliz an abbati. © Samuel Julien
Furchadennoù e kev iliz an abbati. © Samuel Julien
Kroashent ar sevenadurioù europat ?
Roue Andras 1 - Chronica Hungarorum, levr kentañ moullet e Hungaria (1473). @ János Thuróczy, Wikimedia commons
Roue Andras 1 - Chronica Hungarorum, levr kentañ moullet e Hungaria (1473). @ János Thuróczy, Wikimedia commons

Gwelloc’h dont war vord al lenn Balaton e gwirionez, rak santet e vez eno pegen kreñv eo al liammoù etre ar sevenadur hungarat hag ar sevenadurioù all en Europa. Anat e oa gant ar roue Charles IV, liammet ouzh ar bed germanek, met souezhet e c’heller bezañ pa ziskoacher liammoù all o tont a-bell.

Evit startaat e c’halloud en doa ezhomm ar roue Andras Iskoulmañ darempredoù er-maez eus ar re a vage gant e amezeg german galloudus. Dimeziñ a reas gant ur briñsez slav, Anastazia eus Kiev, ha dre he hanterouriezh e teuas sevenadur ar Reter betek Tihany. Bod a veze roet da venec’h c’hresian gant ar roue hag e wreg, dres e-kichen an abati, e mougevioù a reer Barátlakások anezhe. Diouzh un tu all e tivizas ar roue lakaat an abati dindan reolenn sant Benead ha lakaat da baeron anezhi sant Aignan, bet eskob ha paeron kêr Orleañs2. Evel-se en em gave e kêr Tihany – dont a rafe an anv eus ar slaveg Tih, da lavaret eo didrouz – levezonoù relijiel ha sevenadurel deuet war un dro eus ar Reter hag eus ar C’hornôg.

Un draig keltiek a zo zoken. Hervez ur vojenn3 en dije bet ar roue Andras I ur mab diwar an avantur, György e anv. Mab hemañ, Móric, a vije bet aotreet, goude meur a dro-gaer, da grouiñ ur c’hlann skosat nevez, nepell diouzh kêr Stirling, ar c’hlann Drummond. Eus rouantelezh slav Kiev betek kêr Perth e Skos e-korf ur remziad : Hungarad hag Europad war un dro, a-dra-sur !

Mirdi an abati a ginnig un diskouezadeg diwar-benn Charlez IV, roue diwezhañ Hungaria, ha diskouezadegoù berrbad.   © Samuel Julien
Mirdi an abati a ginnig un diskouezadeg diwar-benn Charlez IV, roue diwezhañ Hungaria, ha diskouezadegoù berrbad. © Samuel Julien
  1. Impalaer Aostria e voe war un dro, dindan an anv Charlez I. ↩︎
  2. Sant Aignan (war-dro 358 - war-dro 451) a vefe e familh a orin eus Pannonia (Hungaria a-vremañ) hervez mammennoù ar Grennamzer. E lakaat da baeron Tihany a vije bet un doare da liammañ annezidi Hungaria gozh ouzh ar re nevez degouezhet. ↩︎
  3. Ur vojenn danevellet er Chronica Hungarorum bet skrivet er bloavezh 1488. ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù