
Pa vez kaozet eus ar re yaouank e vefe brav labourat asambles ganto da gentañ penn. Ma ne vez ket ne c’hell ket bezañ graet evito. Al lezenn-mañ a zo bet savet gant tud gour evit tud gour.
Taget e vez ar re yaouank o strishaat ar reolennoù evit lavaret d’an dilennerien : “sellit ‘ta ‘pezh hon eus graet evit ar re yaouank”, hag a-daol-trumm e vez lamet kuit o foellgomzerioù el lise peotramant difennet dezho mont war rouedadoù sokial zo. Graet eo bet a-ratozh evit plijout d’an dilennerien. ‘Sed ar pezh a zisklêriomp e Aroéven.
Aet eo buan an traoù ha n’hon eus ket bet amzer da gaozeal eus se kement-se. Fulor zo ennon rak lakaat a reer da grediñ n’o deus ket prederiet ar re yaouank war ar gudenn-mañ o-unan. Padal, bewech e respontont deomp : “Ya, re a skrammoù zo, re a rouedadoù sokial, traoù heugus a sellomp outo”.
Domaj eo rak strishaet e vo ar reolennoù daoust m’o deus lakaet traoù war-sav o-unan dija. E skolajoù hag e liseoù zo eo arabat mont d’al lec’h-mañ-’l lec’h gant ar poellgomzerioù, da vare kreisteiz pe er porzh-skol da skouer.
Embann a ra an holl studiadennoù eo re ziwezhat aozañ atalieroù deskadurezh d’ar mediaoù pa vez ur poellgomzer etre daouarn ar vugale dija. Gwelloc’h eo gouzout en a-raok, adalek ar skol kentañ derez, petra eo Internet, ur poellgomzer hag ar rouedadoù sokial.
Tra ar skol eo da gentañ penn. Bez’ e oa eus ar poellgomzerioù er skolajoù met n’eus ket ken abaoe 2018. Ha ne vo ket el liseoù ken adalek Miz Gwengolo 2026. Dre se e vo savet digevatalderioù etre ar familhoù : diouzh un tu ar familhoù pinvidik ha prest da sikour o bugale ha diouzh an tu all e vo ar re all.
Ar fed da dennañ ar poellgomzerioù eus ar skol a dalvez e tiskarer ar sich-mañ a oa boutin d’an holl. Ne vern pelec’h emeur o chom, e peseurt tiegezh, e vez roet an hevelep barregezhioù d’an holl er skol. Graet eo ar skol evit se. Tennañ ar poellgomzerioù eus ar skol a sinifi tennañ gouiziegezhioù boutin d’an holl, ha digeriñ ar skol d’an digevatalderioù.

Ya, kenderc’hel a ra an harellerezh er-maez eus ar skol abalamour d’an teknologiezhioù niverel. Ya, ober a ra aon. Poent eo labourat war an ostilhoù a servij da se, ar poellgomzerioù hag ar rouedadoù sokial. Met da ziwall ‘zo : ne vo ket lakaet termen d’ an harellerezh ma vez tennet ar poellgomzerioù. Er c’hontrol : pa vez berzet un dra e vez lamet an atebegezh. N’eus ket ezhomm ken dizarbenn an harellerezh, n’eus ket ezhomm ken lakaat ar gaoz war se nag aozañ atalieroù. Dre faot ar re yaouank eo ma tagont ar re all pe ma vezont taget dre ar rouedadoù sokial, peogwir e vo berzet ober ganto.
Tamm ebet, nann. Soñjal a ra d’an dud eo abalamour d’ar rouedadoù sokial ne ‘z a ket mat an traoù gant ar re yaouank. Gevier eo ! Ar yec’hed ne ‘z ae ket mat a-raok hag aet eo war washaat abalamour d’ar rouedadoù sokial. Met ret eo diskoulmañ ar gudenn orin.
E 2025 e oa bet aozet ar C’henemglev keodedel evit mareoù ar vugale, ennañ 130 den tennet d’ar sort. Graet o doa erbedadennoù evit hevoud ar re yaouank. Savet o doa goulennoù diwar-benn talvoudegezh ar skol, ar pezh a fell d’ar re yaouank ober bemdez. Ne fell ket dezho kaout 8 eurvezh kentelioù bemdez. Ret eo adframmañ lusk ar skoliañ, bihanaat an amzer da vont d’ar skol. Labourat war an implij eus ar skrammoù niverel ha skoazellañ ar gerent.
Soñjal a ran e broioù an Hanternoz. Lakaet eo bet ar re yaouank e-kreiz o sistem. Eus petra en deus ezhomm un den yaouank ? Petra a vank dezhañ ?
Labourat a reomp kalz gant ar grennarded el lise hag ar poellgomzerioù n’int ket an dalc’h tamm ebet. Peseurt stummadur micherel a vo graet kentoc’h ? Pelec’h e vint degemeret ? Peseurt mod bezañ gwelloc’h eget ar re all rak ur gwir dachenn geveziñ eo deuet ar skol da vezañ ? Peseurt mod kavout ur labour hañv daoust ma n’on ket barrek ha ne c’hell ket ma zud sikour ac’hanon ? Met se ne vez ket lakaet ar gaoz warnañ. Dav e vo mont kalz pelloc’h war dachenn ar yec’hed-spered eget berzañ ar poellgomzerioù hag ar rouedadoù sokial.