Mennegoù lezennel

Gwirioù an aozerien

Endalc'hoù skrivet

Gallout a reer adtapout an testennoù embannet e-barzh al lec'hienn-mañ, en o fezh pe tammoù anezho, kuit a c'houlenn an aotre en a-raok. Pa vez graet kemend-all eo ret groñs avat menegiñ en un doare splann eo bet kemeret an testennoù digant ar gelaouenn Bremañ, ha menegiñ ivez URL al lec'hienn darzh.


Ar re a adkemer endalc'hoù skrivet tennet eus al lec'hienn a rank lavaret da Renerezh Skol an Emsav peseurt implij a zo bet graet anezho.

Luc'hskeudennoù, skeudennoù difiñv ha bev

Ne c'haller ket adtapout al luc'hskeudennoù, ar skeudennoù difiñv ha bev anez goulenn an aotre en a-raok digant ar gelaouenn Bremañ. Pa vez graet ar goulenn eo ret lavaret penaos e vo embannet ha skignet ar skeudennoù. Ur wech aotreet d'implijout ar skeudennoù e ranker menegiñ warno copyright ar gelaouenn Bremañ pe an hini a oa merket pa oa bet roet an aotre.

N'eus ket droed da adtapout skridoù, luc'hskeudennoù ha skeudennoù evit implijout anezho d'ober kenwerzh pe bruderezh.

Liammoù gourskrid

Gallout a reer krouiñ liammoù war-zu pajenn degemer al lec'hienn, pe forzh peseurt pajenn all, kuit da c'houlenn an aotre en a-raok. Da neuze eo ret d'al liamm menegiñ splann "Lec'hienn ar gelaouenn Bremañ", d'ar wiaderien da c'houzout mat etrezek pelec'h e vezont kaset.
Ne dalvez ket an aotre tavel-mañ evit al lec'hiennoù ganto ar pal ober kenwerzh pe bruderezh hag a vefe o klask e-giz-se impljout brud ar gelaouenn Bremañ evit o mad dezho. Ne dalvez ket kennebeut evit al lec'hiennoù a vez o skignañ traoù enep lezenn, feuls, tagus, pornografek, estrengas pe traoù hag a c'hall mont enep kizidigezh ar pep brasañ eus an dud.

Liammoù war-zu an teulioù

Aliañ a reomp an dud da chom hep ober liammoù war-eeun war-zu an teulioù a c'haller pellgargañ el lec'hienn (plaketennoù, furmskridoù...), war-zu ar pajennoù lec'h m'emañ an teulioù-se ne lavaromp ket.
E mod ebet ne c'hallo ar gelaouenn Bremañ pe Skol an Emsav bezañ kiriek d'an drougimplij a vefe graet eus skridoù, luc'hskeudennoù, skeudennoù, liammoù ha teulioù e-barzh lec'hiennoù ha n'int ket meret gantañ.

Tretiñ an titouroù personel

Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 kemmet, diwar-benn ar stlenneg, ar fichennaouegoù hag ar frankizoù, emañ al lec'hienn-mañ war roll ar CIL, evel ma vez erbedet gant kengor broadel ar stlenneg hag ar frankizoù (CNIL) evit a sell ouzh roll ha kefridi an Darempredad Stlenneg ha Frankizoù.

Furmskridoù daremprediñ

Meret e vez an darempredoù el lec'hienn gant furmskridoù elektronek. Ret eo reiñ an darn vrasañ eus an titouroù a vez goulennet (anv, anv-bihan, postel...). Goulennet e vez an titouroù-se evit ar servijoù a vez kaset ar c'hemennadennoù dezho, dezho da respont d'ar goulenn, tra ken.
Ne vez ket diellaouet an titouroù.

Gwir da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù a sell ouzhoc'h

Gwir ho peus da dizhout, da gemm ha da lemel an titouroù prevez a sell ouzhoc'h hag a zo bet dastumet dre ar furmskridoù a zo e-barzh al lec'hienn-mañ. Evit gallout en ober skrivit da :

brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh
Skol an Emsav
8 trolec’h Sant-Albin
35000 Roazhon

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Connexion pour les utilisateurs enregistrés