Taras Boulba ! Sed aze un anv en deus lakaet meur a vugel da hunvreal ken brav eo troioù-kaer an haroz kozak ha ken dispont e oa chomet betek e varv. Ur gwir marc’heg europat eus ar Reter pellañ mard ez eus unan ha n’eo ket souezhus mard eo bet entanet tud eus ar C’hornôg pellañ evit treiñ e gurioù e meur a yezh. Daoust ma n’eo ket bet lakaet c’hoazh e brezhoneg, e vez kavet, e-touesk an droerien diwar ar rusianeg e galleg, un anv ha n’eo ket dianav deomp : an Tregeriad Jarl Priel.
gant Samuel Julien
Ouzhpenn ul levr eo Taras Boulba. Istorourien ha skiantourien a bep seurt, a bep broadelezh hag a bep amzer, o deus bet tro da zivizout diwar e benn ha diwar-benn ar skrivagner, Nikolai Gogol (1809-1852). Ul levr a-vremañ eo c’hoazh dre ma vez kaoz ennañ eus an identelezhioù rusian hag ukrainat….
Ar vojenn gozak hag ar vojenn slav…
Piv ‘oa Nikolai Gogol ha piv ‘oa Taras Boulba ? Ur goulenn a zo gwelloc’h dezhañ chom di- pe lies-respont moarvat ken kizidik eo an danvez. Forzhik zo bet skrivet diwar-benn Nikolai Gogol, ur skrivagner bet ganet e Sorotchinsy, ur gêriadenn hanter-hent etre Kiyv ha Kharkiv. D’ar mare ma voe skrivet Taras Boulba – e 1835 e teuas er-maez an embannadur kentañ hag e 1842 an eil – e oa impalaeriezh Rusia e barr he brud, o c’hounit tachennoù divent. Abaoe ar c’hantved diagent e oa bet lonket ganti ur vro a oa bet e dalc’h ar Gozaked1, brezelourien dispont anezho ha brudet evit o gizioù frank ha rust. Slaved e oant ivez, evel ar Rusianed hag Ukrainiz, ha sachet bras e oa ar skrivagner Nikolai Gogol gant an istorioù a veze kontet dezhañ diwar o fenn, rak, diwar levezon ar tsarez Katelin II hag ar tsared da-heul, e oa aet o gizioù da get. Forzhik a intelektualed, evel Nikolai Gogol, a glaske un doare da zerc’hel koun eus seurt sevenadur dibar.
Gant an anv « Kozak » e oa peadra da awenañ ur bern tud. Un anv a orin turk a dalveze « frank » pe « foeter-bro » hag a oa deuet da aroueziañ ur stourm dizehan a-enep Poloniz hag an Durked dreist-holl. Ar re vrudetañ a oa ar re anvet « Zaporoged2 », gwir Kozaked e-touesk ar Gozaked, rustoc’h, frankoc’h hag aozet en-dro d’ur sietch, un doare kamp e stumm ur c’hreñvlec’h war vord ar stêr Dnipro ha nepell diouzh ar Mor Du. Eus seurt tud ez eus kaoz gant Gogol hag e-touesk pennoù-bras ar sietch emañ an haroz Taras Boulba !
Nikolai Gogol ne oa ket istorour, daoust d’e c’hoant, hag ur gwir roman faltazi eo e oberenn. D’ar mare-se e klote mat ar frankiz hag ar stourm a-enep Poloniz hag an Durked gant youl ar tsared da vodañ an holl Slaved gwitibunan dindan an hevelep « gwir feiz ortodoks ». Rusianoc’h eo embannadur Taras Boulba e 1842 eget hini 1835 rak kreñvoc’h-kreñvañ ez ae al levezon rusian e bro ar skrivagner. Ken kreñv e oa deuet da vezañ, ken ne grede ket ar skrivagner, er c’hontrol d’e genvroad Taras Chevtchenko (1814-1861), e dazont Ukraina evel broad. Gervel a ra haroz ar roman neuze ez afe ar Slaved d’ober ur gwir vreudeuriezh dindan banniel Rusia ha seurt galv a zo deuet da vezañ unan eus diazezoù an identelezh rusian, tra m’eo chomet par ar ger « kozak » ouzh hini an identelezh « ukrainat » evit forzhik a Ukrainiz...

An daolenn (hag a zo e mirdi Sankt-Peterbourg – un eil taolenn a zo e mirdi an Arzoù-kaer e Kharkiv, bet livet etre ar bloavezhioù 1889 ha 1896) a laka war wel un tennad eus al levr Taras Boulba : ul lizher – kunujennoù – skrivet gant ar Zaporoged da sultan Turkia. C’hoari goap a reont ouzh ar sultan oc’h ijinañ e benn mouzhet hag-eñ o lenn al lizher. Taolennet eo bet an tudennoù evel gwir Kozaked : frank, mezv hag a-stroll evel ur vreudeuriezh vrezelourien.
Livet e oa bet an daolenn gant al livour Ilia Répine (ment : 2,03 × 3,58 m) etre ar bloavezhioù 1880 ha 1891.
Emnbannet e oa bet en ur gazetenn bolonek e oa bet leurennet an daolenn en-dro gant soudarded ukrainat a-benn tennañ ur poltred da gas da bPoutin. N’eo ket mui ouzh ar sultan e vez c’hoariet goap, ouzh an « tsar Poutin » ne lavaran ket. Doubl eo ar gunujenn en ur mod : diskouez pegen dispont int daoust d’ar brezel hag (ad)perc’hennañ Taras Boulba.
Emilia Dłużewska, "Ukraińscy żołnierze odtwarzają słynny obraz rosyjskiego malarza. Zdjęcie podbija internet", war Wyborcza.pl, lakaet enlinenn an 28/02/2022.
Ar vojenn milliget !
Studiadennoù ha breudoù diniver zo bet gouestlet d’ar skrivagner3 ha d’an dudenn faltaziek neuze. Meur a hini evit gouzout peseurt lodenn anezho a oa rusian pe ukrainat. Heñvel int bet ouzh ur gwir vrezel lennegel zoken – a-raok an hini gwirion – da geñver 200vet deiz-ha-bloaz ganedigezh ar skrivagner pa oa ar Rusia-ned o tamall Ukrainiz da glask lakaat o c’hrabanoù war unan eus o skrivagnerien ampartañ4.
Subjektivel eo sell ar Rusianed hag Ukrainiz, anat. Alies e cheñch diouzh red an amzer : « amzer-dremenet Gogol a oa ukrainat ha rusian eo e amzer-vremañ » a vez lavaret diwar e benn5. Subjektivel eo hon hini ken buan all, hervez an droidigezh a lennit. Eksotek e vo gant Jarl Priel6 dre ma vez kavet en e droidigezh anvioù kozak kevrinus hag a laka al lenner da hunvreal en istor hag en ur vro bell, nebeut anavezet d’ar mare-se ; skianteloc’h ha gwriziennet en istor ma vez lennet an droidigezh gant Henri de Witte, ken puilh eo homañ gant notennoù istorel a bep seurt.
Arabat deoc’h krediñ e vo echuet istor Taras Boulba ganeoc’h ur wezh m’ho po echuet ho lennadenn avat, forzh peseurt troidigezh a vefe dibabet ganeoc’h. Didermen eo ur vojenn evel an hini a zo bet skrivet gant Gogol ha mac’hagnet e vije bet e ene moarvat m’en dije gwelet e vro rannet evel m’emañ hiziv an deiz. Daoust ha ma ne c’halve ket Boulba, hag eñ war-nes mervel, da stourm dizehan hag ur biken ? Siwazh deomp-holl eo bet sevenet ervat e het war a seblant…
- Diwanet an anv er XIVvet kantved. ↩︎
- Anv un oblast ukrainat eo ivez, hag e-kreiz ar brezel emañ hiziv an deiz. Ne glot ket tre bro ar Zaporoged gant an oblast avat. ↩︎
- Irina Vaag, "Gogol était-il russe ou ukrainien?" in L'Express, lakaet enlinenn ar 03/04/2009 ↩︎
- E-touesk ar studiadennoù : Nicolas Gogol, Taras Boulba et l’Ukraine, L’harmattan, 2007 (kenurzhiet gant Iryna Dmytrychyn ha Maxime Deschanet). ↩︎
- M. Hrouchevsky. ↩︎
- An droidigezh gant Jarl Priel zo bet embannet evit ar wezh kentañ e 1927 ; an hini gant Henri de Witte e 1930. Troidigezhioù all a zo ivez (an hini gentañ eo hini gant Louis Viardot e 1853). ↩︎



