Renabl peuzhollek an netraigoù, 238p, 12€
Gant Herve Gouedard, emb. Al Liamm, 2022.
gant Tangi Legavre
Bale didrabas dre straedoù enk Lokournan. Klevout an takennoù glav o tasseniñ war pavez Roc’h-an-Argoed, rontaet gant pouez ar c’hantvedoù tremenet. Kerioù zo e Breizh ez eo anat o c’haerder. Kerioù all, evel Sant-Brieg, ez eo ret heuliañ un heñcher a-zoare evit diskoachañ o fezhioù dibar dindan ruskenn ar vuhez pemdez. Kavet em eus ma forzh annez, eme Herve Gouedard e danevell diwezhañ e zastumadenn Renabl peuzhollek an netraigoù. Magañ a ra karantez ouzh ar c’horn-bro-mañ, tamolodet etre ar Goued hag ar Gouedig. Awenet eo gant an dud hag al loened a vev eno. Tener eo sell ar skrivagner ouzh ar re vunut gwallgaset gant un tonkad kriz. Livañ o monedone a zo un digarez da venegiñ an darvoudoù istorel c’hoarvezet el lec’hioù darempredet ganto. Merzout a ra al lenner emdroadur ur gêr anavezet fall. Savet eo an dastumad testennoù e stumm un deizlevr. Gwelout a reer Herve Gouedard o skrivañ ar pezh a dremen dirak e brenestr a-hed ar bloaz. Klask a ra lakaat dre skrid ar gouloù o kemm a-feur ma tremen ar c’houlzoù-amzer. Par d’un daolenn trivliadoù eo an disoc’h. Gellout a reer liammañ an testennoù-se ouzh ar skeudennoù skignet gant ar skrivagner dre ar rouedad Facebook. Kendoniañ a ra pluenn ar barzh gant daoulagad ar poltredour a gemer alies evel dodenn ur vaouez pe ur gwaz hag a zo en em gavet gantañ e-kerzh e droioù-bale. Rouez eo ar stumm lennegel-se en oberennoù savet e brezhoneg, dreist-holl gant ur c'heriaoueg ken pinvidik. Marteze e vo kavet ur c’helenner bennak a ginnigo d’e liseidi kenderc’hel un destenn verr tennet eus an dastumad-mañ ? Ne zlefe ket bezañ re ziaes desachañ evezh ar skolidi peogwir e klot an temoù dibabet gant Herve Gouedard gant ar c’hudennoù a vremañ : endro, paourentez, istor ar vro… Ober a ra meneg, e pajennoù kentañ e levr, eus ur barzh japanat. Patrom un haiku zo war veur a bennad, skañv ha strizh evel ul luc’hedenn e-kreiz oabl an nevezamzer. Dindan sklêrijenn wan ur gleuzeur-straed, pa glask ar stered toullañ o hent a-dreuz al latar, ez eus neuz tudennoù Georges Simenon war ar valeerien a zo o straniñ e Porzh al Lege. Ur goulenn zo : pelec’h emañ ar vugale e bed Herve Gouedard ? Bachet int en o skolioù, e ti o zud ? Marteze n’o deus ket kavet o flas en un aergelc’h troet war-zu an amzer dremenet ? Mouget eo o cholori gant lien ar velkoni.