Ruzoni ar serr-noz

Ruzoni ar serr-noz, 84p, 10 €
Gant Herri ar Borgn, emb. Skol Vreizh

gant Antony Heulin

Pemp blez zo eo marvet Herri ar Borgn. E 1937 e oa bet ganet e Sant-Berc’hed e Bro-Gwened. E Ploue em boa kejet getoñ e fin ar c’hantved diwezhañ lec’h ma rae àr-dro filajoù a yae da gontiñ enne istorioù a bep seurt brezhonegerion ag ar vro.  Rak ur c’hontour e oa Herri e penn kentañ-holl. Un den hag a glaske lakaat ar re arall da brederiiñ diàr-benn talvoudegezh Breizh hag ar brezhoneg e oa-eñ ivez.

Ur barzh hag a veve gant e amzer e oa. Politikel-tre eo meur a varzhoneg en deus savet. Ne glask ket monet dre hentoù nevez en o stumm. Evitoñ eo an danvez, engouestl e gomzoù, an dra bouezusañ ha domaj eo, dre m’eo ur varzhoneg vrav ur c’hempouez etre ar stumm hag an danvez, èl kement oberenn arzel zo.

Get plijadur e vez lennet barzhonegoù Herri ar Borgn ur seurt, èl un testeni kentoc’h evit un oberenn varzhoniezh avat.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù