Seizh tra da ober, 146p, 12€
Gant Jean Le Clerc de la Herverie, emb. Al Liamm
gant Milio Latimier
Erwan Kerlareg, paotr yaouank-kozh, a rank kuitaat e Greiz-Breizh muiañ-karet pa fell d’e berc’henn adtapout e lojeiz. Berr amzer en deus evit aozañ an dilojadeg. Heuliañ a reomp anezhañ pazenn-ha-pazenn. Mont a ra da vevañ da Lannvriog, ur gêr etre a seblant dereout outañ, al lec’h m’en doa bevet e yaouankiz, ha kregiñ a ra gant ur seurt buhez nevez, gant seizh tra da ober bemdez e-giz boaz memes tra. E vod da vont war-raok ha da gaout ar santimant da leuniañ e vuhez. Tamm-ha-tamm ez eer e-barzh ur bed faltaziek hep gouzout deomp, etre e eñvorennoù, e hunvreoù, speredoù o tont da flapañ gantañ. Souezhus a-walc’h eo dibenn an istor.
Priz brezhoneg Ti-kêr Gemper en doa bet Jean Le Clerc de la Herverie evit ar romant-mañ e 2017. Savet eo an istor gant pennadoù berr, ar pezh a laka aes da lenn. Fentus a-walc’h e c’hall bezañ a-wechoù, ar pezh a zegas plijadur pa vez prantadoù deskrivañ ur vuhez pemdeziek un tamm hirik. Un nebeud mankoù a-fet yezh zo avat. Deoc’h d’ober ho soñj.



