Soñj & disoñj miz Here 2023

Er rann « Soñj & disoñj » e venegomp ar pezh a gaved da lenn e pajennoù ar gelaouenn Bremañ dek, ugent ha tregont vloaz zo.

gant Olier ar Mogn
Golo Bremañ 141, 30 vloaz zo e miz Mezheven 1993
30 vloaz zo > Mezheven 1993 > niv. 141
Galloud an hindouegezh

Tregont vloaz zo dija e veze graet anv e Bremañ eus un emdroadur hollbouezus e Stad India : diskar Strollad ar C’hendalc’h (Congress Party) ar strollad politikel e penn abaoe an dizalc’hiezh ha kresk kostezenn un hindouadegezh feulsoc’h-feulsañ gant ar Bharativa Janata Party (BJP, tu-dehoù broadelour. ). En em gavout a reas ar strollad e penn ar vro e 1999 ha derc’hel a reas ar galloud e-pad 5 bloaz. E 2004 e teuas a-benn strollad ar C’hendalc’h da adtapout ar galloud ha da sevel an Emglev araokaour unanet. Pilet e voe an emglev-se gant ar BJP e 2014 avat ha Narendra Modi an hini eo a zeuas da vezañ Kentañ Ministr. Kreñvoc’h c’hoazh e voe ar BJP da-heul dilennadeg 2019. Emeur war an hent da sevel ur Stad hindouat en ur c’hoari war an aon rak muzulmaned India ha Stadoù Pakistan ha Sina. Fall ar jeu gant an demokratelezh er Stad a zeuio da vezañ Stad pobletañ ar bed e 2023.

20 vloaz zo > Mezheven 2003 > niv. 260
Gortoz pell, gortoz... ?

Sebezus eo un tamm adlenn ar pezh a skrived e 2003 diwar-benn adunvanidigezh ar vro. D’an 22 a viz Mezheven e oa bet ur vanifestadeg e Naoned. D’ar poent-se e krede da lod e oamp tost da dizhout ar pal. Lezennoù nevez enno divizoù o tennañ d’an doare da cheñch tres ar rannvroioù a oa war-nes bezañ votet sañset (ret e voe gortoz 2015 evit ma vefe degemeret al lezenn NOTRe). Ober a raed anv a dizhout an adunvanidigezh er « pevar miz a zeu »… E 2014 e voe ar vanifestadeg vrasañ bet biskoazh evit tizhout ar pal : un 30.000 den bennak a voe o tibunañ e straedoù ar gêr-benn. En aner. Ret e oa goulenn soñj an dud o vevañ el Liger-Atlantel. Stourmerien Breizh Unvan a zeuas a-benn da zastum sinadur 105.000 annezad eus an departamant evit ma vefe aozet ur referendom. E 2018 e oa… Gant ar « stourm »-se emeur atav. E-keit-se avat e tremen an amzer hag al labour diskar a gendalc’h. Mall eo bezañ trec’h rak petra a chomo eus an emskiant breizhek er rummadoù bet maget gant propaganda ar PDL a-benn 20 vloaz ?

10 vloaz zo > Mizheven 2013 > niv. 380
Ur gensavenn bolitikel

10 vloaz zo hepken ha koulskoude pegen pell e seblant bezañ ar pezh a lenner e niverenn Mezheven 2013 Bremañ. Savet e oa bet ur gensavenn enni Ai’ta ! EELV Breizh, an tu-kleiz dizalc’hour, Kevre Breizh, MBP (Mouvement Bretagne et Progrès), Strollad Breizh, UDB, 44=Breizh ha Breizh Unvan ! 4 foent emglev a oa : peurwiriekaat Karta Europa ar yezhoù, adunvaniñ Breizh, krouiñ ur gwir skinwel publik divyezhek ha reiñ ur statud a-ziforc’h da Vreizh… Ur wech ouzhpenn e c’haller stadañ n’eus bet tizhet hini ebet eus ar pevar fal… Dre wall biv ? Daoust ha gouest e vefe ar memes strolladoù d’en em gavout asambles hiziv an deiz kement ha tizhout palioù resis ? Ha daoust hag ar memes palioù e vefe ? Diouzh un tu e c’haller soñjal n’emañ ket peurwiriekadur Karta Europa ar yezhoù e-mesk an traoù pouezusañ da skouer. Diouzh un tu all ez eus bet kemeret kalz a bouez gant dalc’hoù all. Soñjal a c’heller el lojañ, en dezerzhioù mezegel pe en enkadenn ekologel…

Pennadoù peuzheñvel

Pennadoù nevez

Levrioù