gant Tangi Legavre Lonkañ a ra ur c’harr-hobregonet Leclerc 300 litrad eoul-maen dre 100 kilometr. 8 000 litrad a ya gant un nijerez Rafale dre eurvezh. Hag 8 000 dre eurvezh gant ur fourgadenn lieskefridi. War an douar, war ar mor, en aer, anat eo emañ an armoù nevesañ pell diouzh an neptuegezh karbon. N’eo ket erru giz ar c’hefluskerioù tredan c’hoazh e bed an arme. Da vare an Henamzer e oa marc’had-matoc’h dafar ar sourdarded. Ur c’hleze hag ur goaf a oa trawalc’h d’al legionour evit kas e gefredioù da benn. Lemmet a-zoare, gwarezet diouzh ar mergl, padout a
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



