Ur repuad oc’h adkavout Breizh

Ar peñsead, 250p, 14€
Gant Yann Bijer, emb. Al Liamm, 2023

gant Tangi Legavre

Deuet mat ar repuidi e 2024 ? N’eo ket sur. Ur c’hastell-kreñv e teu Unaniezh Europa da vezañ. E-touez an abegoù a lak an dud war hent arvarus an divroañ e vez ar brezelioù alies. Didruez eo bet ar brezel diabarzh e Spagn e 1936. Kinnig a ra Yann Bijer dont d’ar prantad-se en-dro. Goude bezañ tec’het diouzh o bro war ur vag pesketa e kav Miguel hag e vignoned repu e Breizh. Ha n’eo ket n’eus forzh pelec’h e Breizh, er vro vigoudenn ne lavaran ket. Diaes eo da Viguel kontañ war youl vat ar Stad c’hall. Kontañ a ra war sikour tud ar vro, pesketaerien ha kouerien anezho. Degemeret eo Miguel gant ur c’houblad hag a labour en un ti-feurm bihan, skoachet etre ar c’hoadoù hag an tevinier. Eno e labour e-pad bloavezhioù betek dont da vezañ ur peizant ampart, hag eñ bet kelenner e Spagn, troet e spered war-zu ar politikerezh. Emañ Miguel e Breizh c’hoazh pa darzh an Eil Brezel-bed. Diwar tem ar c’hengred e ro Yann Bijer un nebeud elfennoù istorel d’al lennerien. A-wezhioù e vez torret red an istor gant ar resisadurioù-se. Un digarez a-feson eo al levr-se d’ober anaoudegezh gant douaroniezh ar vro vigoudenn. Mat e vije kaout ur gartenn evit heuliañ monedone an tudennoù. Ur plas ispisial a zo roet d’ar predoù. En ur gevredigezh hengounel ez eo pouezus ar pezh a gaver er chidouarn… pe ar pezh ne gaver ket en abeg d’ar brezel. A-hed ribinoù ar vro vigoudenn e klever trouzioù ar maezioù, tosoù ar bili o ruilhal war an aodoù ha strakadennoù an armoù. Klevout a reer huanadennoù ar c’halonoù drailhet gant taolioù kriz an tonkad. En em c’houlenn a ra Miguel hag-eñ e welo e vro adarre. Emañ Tumet, ar vaouez kozh he deus degemeret anezhañ en he zi-feurm, o klask da biv e vo roet plas he mab lazhet e-kerzh ar brezel. Da belec’h e nij soñjoù Klara, ur fulenn eus Amerika ar Su, pa vuk he selloù ouzh ar meurvor ? Klask a ra honnezh dremmwel he bro c’henidik ? Niverus eo an tudennoù a eil renk ha drezo e sil ar skrivagner e brederiadennoù diwar-benn implij ar brezhoneg pe emdroadur ar vro, en un doare soutil. E bae an Anaon e c’hortozer e tasorc’hfe ar peoc’h, ur garantez, ur vro.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù