Ur yezh da ezteurel pep tra ?

gant Olier ar Mogn

Daoust hag ur yezh da lavaret pep tra eo ar brezhoneg, pe ur yezh tonket da vezañ klevet e lec’hioù zo hepken hag e degouezhioù zo hepken ? A-viskoazh ez eus bet eus ar goulenn-mañ evit hor yezh evel evit nouspet yezh er bed.

Ar re zo mat dezho ober gant ur yezh « rannvroel » n’int ket chalet ned afe ket ar brezhoneg war dachenn ar skiantoù. Evito n’eo ar brezhoneg nemet ur yezh da vezañ kaozeet gant tud anavezet, en ur c’horn bennak eus Breizh-Izel hag evit komz eus ar vuhez pemdez. Tud all avat a soñj dezho e rank ar brezhoneg bezañ gouest da blediñ gant kement tra a ya d’ober hor bed a vremañ. Ha ma’z eus un dachenn ma ranker strivañ evit reiñ ur plas d’hor yezh ez eo hini ar skiantoù.

Bihan eo an niver a zanvez lennerien ha selaouerien evit ar pezh a sell ouzh ar skiantoù e brezhoneg. Cheñchamant zo deuet avat gant taol-arnod Preder ha Strollad an Deskadurezh Eil Derez ha dreist-holl abaoe krouidigezh Diwan. N’emeur ket mui o faltaziañ ar pezh a c’hallfe bezañ skiantoù kelennet e brezhoneg. Lakaat skolidi da dapout gouiziegezhioù dre hor yezh a ranker ober, bugale zo aze dirazoc’h er c’hlas. Bugale divrezhonek o zud peurliesañ hag o vevañ en ur mor a c’halleg… Derc’hel kont eus an dra-se a ranker ivez, kaer a vo lavaret.

Betek nevez zo e oa an doareoù-skrivañ disheñvel o keveziñ evel pep a vanniel ideologel. Dre chañs eur aet er-maez eus al lagenn-se, tost da vat. War dachenn an dibab termenoù e oa riklet an emgannoù ideologel da c’houde.

Aze ivez e raio lezenn ar gwirvoud he labour hag a-feur ma'z aio ar brezhoneg war-raok e vo diazezet termenoù nevez hag a seblanto bezañ bet er yezh a-viskoazh. Hag anat eo ne vo skol ebet « trec’h » 100%. Rak implij an termenoù n’eo ket ur skiant rik, ha pa vefe war dachenn ar skiantoù. Kempoell zo mat, pragmategezh zo tad.

Embannit ho soñj

Digor eo ar sontadeg enlin­­enn diwar-benn stumm ha danvez ar gelaouenn. Sikourit ganeomp da gom­pren fraeshoc’h ar pezh ema­oc’h o c’hortoz lenn en ho kelaouenn !
Sekretouriezh embann Bremañ : brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh 

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù