Ar gelaouenn

Ar gelaouenn

Daouviziek eo ar gelaouenn abaoe 2015, gant rubrikennoù nevez, diouzh ul linenn stur a chom ledan-tre. Un istitl a zo bet roet d’ar gelaouenn : Bremañ, Breizh hag ar bed. Lakaat ar gaoz e brezhoneg war danvez a bep seurt, gant ur sell diazezet e Breizh, eo pal ar gelaouenn, hag ivez plediñ gant temoù na vint ket kavet stank er c’helaouennoù all (minorelezhioù broadel, ar broadoù hep Stad…). E Bremañ e c’hellor ivez lenn pennadoù a bep seurt diwar-benn Breizh, hec’h ekonomiezh, ar gevredigezh dre vras, an endro, ar politikerezh…

Krouidigezh
Ganet eo ar gelaouenn da vare stourm Plougoñ, trugarez da Skol an Emsav. "Kazetenn ar stourmoù e Breizh" a oa an istitl kentañ.
Dilojañ
Pa oa erruet Skol an Emsav en niverenn 8 trolec'h Sant-Albin e Roazhon eo bet cheñchet neuz ar gelaouenn war ar memes koulz !
Ul lañs nevez
Gant krog bloavezh 2024 e c'hwezh un avel nevez. Kinniget eo d'al lennerien ur vaketenn nevez gant rummadoù nevez hag ivez ul lec'hienn internet nevez flamm !
Meurzh 1980
Eost 2018
Genver 2024

Piv omp-ni ?

Skol an Emsav

Er bloaz 1969 e oa bet savet Skol an Emsav (SAE) evel un aozadur sevenadurel gant Pol Kalvez, Bernez Rouz, Lukian Kergoat, Martial Ménard, Yann Guillamot ha Tangi Louarn.

Kelenn brezhoneg eus un tu ha brudañ ar yezh hag ar sevenadur zo stag outi eo palioù ar gevredigezh.

Ur greizenn-stummañ titlet evit an dud deuet eo ar gevredigezh ivez, hiziv an deiz. Kinnig a ra kentelioù sizhuniek, stajoù ha dudi e brezhoneg, e Roazhon dreist-holl hag e Breizh-Uhel, betek Dinan ha Naoned (Sant-Ervlan).

Staliet eo penngreizenn Skol an Emsav e kreiz kêr Roazhon : 8, trolec’h Sant-Albin (Metro Santez-Anna).

Bodad skridaozañ

Pep niverenn eus ar gelaouenn Bremañ a vez prientet ha gant ar bodad skridaozañ. Dibab a ra ar bodad eus petra e vo kaoz en niverenn o tont ha piv a skrivo peseurt pennad. Amañ dindan emañ an dud a skriv ar pennadoù evit ho prasañ plijadur !

Embannadurioù Skol an Emsav

Kelaouennoù, levrioù deskiñ hag un deiziataer hollvrezhonek bep bloaz a vez embannet gant Skol An Emsav. Un doare da reiñ tro d’ar vrezhonegerien da vont war-raok ha da vevañ en o yezh ! Koumanantiñ ha prenañ a c’hellit ober enlinenn.

Gouzout hiroc’h

#brezhoneg
Deiziataer
Hentenn Oulpan
Les 1000 premiers mots en breton
Breton, le guide de conversation des enfants

Ur gelaouenn bedagogel eo #brezhoneg, embannet evit ar miliadoù a oadourien a vez o teskiñ brezhoneg bep bloaz dre gentelioù-noz, dre stajoù hir ha berr, dre Iizher... Maget e vez #brezhoneg gant stummerien a vicher, diouzh ur c'haier kargoù resis : pennadoù aesoc'h pe diaesoc'h, diouzh liveoù a bep seurt, poentoù yezh, pennadoù diwar-benn Breizh…

Koumanant : 30 € (6 niverenn)
Evit gouzout hiroc'h

An deiziataer 100 % e brezhoneg embannet gant Skol an Emsav.
Design ha maketenn gant Alice Armenio Coïc. Savet ha moullet penn-da-benn e Roazhon !
Evit lidañ 55 bloaz Skol an Emsav, kinnig a reomp deoc’h un embannadur bevennet ha niverennet gant 555 skouerennoù. Dibar eo pep skouerenn neuze !
Ennañ e vo kavet :

Niverennoù 01 da 555
Deiziadur 2025 ha 2026
Ur sizhun war div bajenn
Aozit ho puhez dre ar bloavezh, ar mizvezh, ar sizhunvezh hag an devezh !
Fichenn lenn bep miz
Taolenn ar c’hemmadurioù
Un dro-lavar bep sizhun
Kein gwriet war wel evit chom solut ha hebleg

Priz : 19 €
Priz Skoazell: 29 €
Evit gouzout hiroc'h

Hentenn rannet etre 3 dornlevr da zeskiñ brezhoneg, gant ur CD da heul pep levrenn.
Un hentenn vodern eo Oulpan. Lakaat a ra ar pouez war ar c'homz kement ha kregiñ e-barzh da vat ha bezañ en e aez gant ar yezh an abretañ ar gwellañ.
Gant c'hoarioù, divizoù ha sketchoù e kinnig Nikolaz Davalan un doare pedagogiezh buhezek, fentus ha leun a startijenn evit reiñ kalon d'an deskarded.

Evit gouzout hiroc'h :
Oulpan 1, 32€
Oulpan 2, 32€
Oulpan 3, 32€

Un doare plijus da zizoleiñ geriaoueg pouezusañ ar brezhoneg. Ouzhpenn 1000 ger a zo e-barzh, e gwirionez, rannet etre temoù ar vuhez pemdeziek.
Alioù fur a vez roet d'ar gelennerien pe da dud ar vugale ha kavet e vez an holl c'herioù renablet e pajennoù diwezhañ al levr asambles gant o zroidigezh c'hallek, notennoù yezhadur hag o skrivadur fonetek.
Tresadennoù gant Stephen Cartwright. Embannadur nevez, miz Kerzu 2010.

Priz : 14,50€
Evit gouzout hiroc'h

Breton : le petit guide de conversationEmbannet a-gevret gant Éditions Bonhomme de chemin.
Ul levrig da zeskiñ flapiñ gant ar vugale. Kinniget eo pep pennger gant ur skeudenn hag an distagadur (skrivadur fonetek aes da lenn). Aesoc'h a-se deskiñ gerioù ha troiennoù ar vuhez ! Livet kaer hag eeun eo an dornlevr, ha bihan… da vezañ kaset-digaset ganeoc'h en ho chakod evit magañ divizoù plijus !
Azasaet e brezhoneg gant Skol an Emsav.

Priz : 8,90€
Evit gouzout hiroc'h

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Connexion pour les utilisateurs enregistrés