Gwareziñ ar roadennoù

Piv omp-ni ?

Chomlec'h hol lec'hienn eo www.breman.bzh

Sellit ouzh ar mennegoù lezennel evit gouzout hiroc'h.

Implij ar roadennoù personel dastumet

Evezhiadennoù

Pa lezit un evezhiadenn war hol lec'hienn e vez dastumet ar roadennoù lakaet er furmskrid evezhiadennoù, met ivez ho chomlec'h IP hag implijer ho merdeer evit sikour ac'hanomp da zizoleiñ evezhiadennoù dic'hoantaet.

Un teul dizanv krouet diwar ho chomlec'h postel (anvet ivez hash) a c'hall bezañ kaset d'ar servij Gravatar evit gwiriañ hag-eñ emaoc'h oc'h implijout anezhañ. Kavout a reer ar c'hemennadennoù kuzh eus ar servij Gravatar amañ : https://automattic.com/privacy/. Goude bezañ kadarnaet ho kemennadenn e vo gwelet ho skeudenn profil d'an holl e-kichen ho kemennadenn.

Mediaoù

Ma'z oc'h un implijer enrollet ha ma kargit skeudennoù war al lec'hienn, e c'houlennomp diganeoc'h chom hep pellgargañ skeudennoù a zo enno roadennoù kenurzhiañ GPS EXIF. Ar weladennerien war ho lec'hienn a c'hall pellgargañ ha tennañ roadennoù lec'hiadur diwar ar skeudennoù-se.

Furmskridoù darempred

Implijet pe treuzfurmet e vez an titouroù lakaet er furmskrid darempred evit ma c'hallfemp mont e darempred ganeoc'h en-dro, e-barzh an darempred kenwerzhel a zeu eus ar goulenn darempred-mañ.

Toupinoù

Ma lezit un evezhiadenn war hol lec'hienn e vo goulennet diganeoc'h enrollañ ho anv, ho chomlec'h postel hag ho lec'hienn e toupinoù. N'eo ket evit ho aesaat hepken evit ma ne vo ket ret deoc'h leuniañ an titouroù-mañ ma lezit un evezhiadenn all diwezhatoc'h. Tremen a ra an toupinoù-se goude ur bloavezh.

Ma'z it war ar bajenn kennaskañ e vo krouet un toupin amzerel evit gouzout hag-eñ e vo degemeret toupinoù gant ho merdeer. N'eus ket roadennoù personel ennañ ha dilamet e vo ent emgefre pa vo serret ho merdeer.

Pa vo kevreet ganeomp e vo arventennet un toullad toupinoù evit enrollañ ho titouroù kennaskañ hag ho penndibaboù skramm. Daou zevezh eo padelezh ur c'houblad kevreadenn, hini ur c'houblad dibab skramm a zo ur bloaz. Ma lakait ur merk war “Soñj ac'hanon”, e vo miret ho toupin kevreañ e-pad div sizhunvezh. Ma'z it kuit eus ho kont e vo dilamet an toupin kennaskañ.

Dre gemmañ pe embann ur pennad e vo enrollet un toupin ouzhpenn en ho merdeer. N'eus roadennoù personel ebet en toupin-mañ. Diskouez a ra ID ar postel hoc'h eus kemmet hepken. Tremen a ra goude un devezh.

Endañvel enkorket diwar lec'hiennoù all

Pennadoù war al lec'hienn-mañ a c'hall kaout endalc'hadoù enkorfet (da sk. videoioù, skeudennoù, pennadoù, h.a.). An endalc'hadoù enkorfet diwar lec'hiennoù all a ya en-dro evel pa vije aet ar weladenner war al lec'hienn all-se.

Al lec'hiennoù-se a c'hall dastum roadennoù diwar ho penn, implijout toupinoù, enkorfañ ostilhoù heuliañ tredeog, heuliañ ho etregweredoù gant an endalc'had enkorfet-mañ ma'z eus ur gont kevreet ganeoc'h ouzh o lec'hienn.

Statistik ha muzulioù heklev

Implijet e vez ar stadegoù hag ar muzulioù arvesterien e-barzh al lec'hienn “www.breman.bzh” evit merañ ar pennadoù.

Implij ha treuzkas ho roadennoù personel

Implijet pe treuzfurmet e vez an titouroù lakaet er furmskrid paeañ e-barzh framm un darempred kenwerzhel.

www.breman.bzh en deus dibabet ar porzh paeañ Stripe evit e aes da implijout diouzh savboent an implijer.

Gallout a rit klikañ war al liamm ha lenn o politikerezh prevezded.

Pad stokañ ho roadennoù

Ma lezit un evezhiadenn e vo miret an evezhiadenn hag he metaroadennoù da viken. Gant-se e c'haller anavezout ha kadarnaat an evezhiadennoù da-heul ent emgefre e-lec'h o lezel e-barzh ar renk merañ.

Evit an implijerien a laka o anv war hol lec'hienn (ma c'haller), e vez enrollet ivez ar roadennoù personel meneget en o profil. An holl implijerien a c'hall gwelet, kemmañ pe diverkañ o titouroù personel da bep mare (nemet o anv implijer). Gallout a ra merourien al lec'hiennoù gwelet ha kemmañ an titouroù-mañ ivez.

Ar gwirioù ho peus war ho roadennoù

Ma 'z eus ur gont ganeoc'h pe m'hoc'h eus lezet evezhiadennoù war al lec'hienn e c'hallit goulenn resev ur restr ennañ an holl roadennoù personel hon eus diwar ho penn, en o zouez ar re hoc'h eus roet deomp. Gallout a rit ivez goulenn ma vo dilamet ho roadennoù personel a denn deoc'h. Ne vez ket kemeret e kont ar roadennoù enrollet evit abegoù melestradurel, lezennel pe surentez.

Treuzkas ho roadennoù personel

Evezhiadennoù ar weladennerien a c'hall bezañ gwiriet dre implijout ur servij detektañ evezhiadennoù spam emgefre.

Titouroù darempred

Kement goulenn diwar-benn merañ ho roadennoù personel a zlefe bezañ kaset dre bostel da brezhoneg.breman@skolanemsav.bzh pe dre bostel d'ar chomlec'h da-heul :

Bremañ, Skol an Emsav, 8 Trolec'h Sant-Albin, 35200 Roazhon

N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.

Logit evit lenn