Hervez an arbennigourien war ar politik e Bro-C'hall zo ez eus « etnorannvroelourien » e Breizh, da lâret eo tud a vefe oberiant evit difenn gwirioù o meuriad en ur bastell-vro. Ma vefe bet kaset an enklaskerien-se da Vro-Skos, hag-eñ o defe kavet roudoù an hevelep spesad politikel eno ? Gant ar Scottish National Party emañ ar galloud abaoe bloavezhioù. Divizet o deus izili ar strollad-se lakaat ur stourmer en o fenn hep derc’hel kont eus e orin nag eus e feiz. War a seblant eo an anv "etnorannvroelour" ur meizad toull hag a ziskouez birvilh ar génie français, hep e bar er
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.