Un enezenn digoad hir ha strizh eo Benniged a vaez da Gonk en enezeg Molenez. Didud eo abaoe penn kentañ ar bloavezhioù hanter-kant, ha deuet eo da vezañ, nevez zo, un takad gwarezet da zegemer laboused mor da neizhiañ, met kozh-Noe eo ar roudoù lezet gant tud deuet d’ober o annez warni, evel ma ro da gompren ar peulvanoù hag an taolioù-maen a gaver eno. Arkeologourien eus Skol-Veur Breizh-Izel zo o furchal an enezenn evit kompren gwelloc’h istor hir an implij a voe graet anezhi. gant Paol ar Meur E fin an XIXvet kantved e oa un tri-ugent a dud
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



