Argad ! Argad ! Argad !

D'an emgann, Morvan !, 144p, 10€.
Gant Herve ar Gall, emb. An Alarc'h, 2024.

gant Tangi Legavre

Evit bezañ trec’h war an enebourien, n’eo ket trawalc’h bezañ ar re niverusañ ha kaout armoù galloudus. Da gentañ eo ret tennañ splet eus an endro. Se zo bet graet gant kadourien brudet a-hed istor ar brezelioù. An emgann brudetañ a voe hini an Dorioù Tomm (Thermopyloù, - 460 ar. J.K.) pa glaskas ar C’hresianed talañ ouzh arme divent Kserses, impalaer Persia. N’eo ket ar roue Morvan ken brudet ha Leonidas, penngadour Spartaiz. Evelkent, deskiñ a reer gant levr Herve ar Gall penaos en doa implijet ar saonennoù hag ar gwernioù tro-dro d’e greñvlec’hioù evit beuziñ troaderien ha marc’hegerien Loeiz an Deol, roue Bro-C’hall. Deskrivañ a ra Herve ar Gall, en un doare resis, neuz an armoù implijet d’ar c’houlz-se. Kentelius eo deskrivadur palez ar roue Morvan. Kompren a reer ne oa ket Bretoned an Henamzer meuriadoù gouez, diseblant ouzh an arzoù-kaer nag ouzh levezon an estrenvro. Hir ha stank eo an divizoù etre an tudennoù. Komzet e veze kalz a-raok ma loc’hfe ar bagadoù war-zu an dachenn emgann. Dre c’halloud ar gomz e felle d’ar roue Morvan kendrec’hiñ e sujedoù. Politikerezh da gentañ, brezel da-heul. Fellout a rae da Loeiz an Deol e teufe roueed Breizh davetañ evit leañ fealded dezhañ. Fellout a rae dezhañ ivez erlec’hiañ reolennoù Sant Benead ouzh reolennoù Sant Koulman. Ne oa ket touzet blev ar venec’h en hevelep doare. Ne oa ket heñvel kennebeut an darempredoù etre gwazed ha maouezed. A-dreñv munudoù ar reolennoù e oa ur goulenn a-ziavaez a zispartie an daou urzh : petra a dalvez pec’hiñ ? Ar roue mestr war e zomani, an eskob war an neñv hag ar c’houer, an artizan war ar produiñ… An holl anezho a gemer o flas e romant istorel Herve ar Gall. Birvilh o divizoù a vefe eztaolet mat e stumm ur pezh-c’hoari pe ur vandenn-dreset. Tres ur c’hinnig zo war dibenn souezhus al levr : da vezañ kendalc’het ! a c’heller ouzhpennañ e traoñ ar bajenn ziwezhañ. Er romantoù istorel e vez diaes derc’hel ar c’hempouez etre ar fedoù gwir hag ar re tennet eus faltazi ar skrivagner. Kavet en deus Herve ar Gall un hent etre, eeun ha speredek. Klask a ra kaout sell ar Vretoned war o istor. Dre implijout gerioù divoutin ha dre zibab ul live yezh resis e vez kaset al lenner d’ur bed all, hejet-dihejet gant lusk ar frazennoù berr… ken berr ha goafoù soudarded ar roue Morvan.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù