Ma mignon, an treitour

Toull Kerliv, 130p, 10€.
Gant Charlie Grall, emb. Al Lanv, 2024.

gant Tangi Legavre

Un dudenn a-bouez eo an treitour. Gwarezet gant e c’hevier e vev e-touez e vignoned. Meur a abeg zo evit dont da vezañ un treitour : an arc’hant, ar gwarizi, ar garantez, an ideologiezh, an drouktunerezh… Gant an digarezioù-toull-se ez eus bet skrivet kalz romantoù polis. Heuliañ a ra Charlie Grall un hent all en e levr diwezhañ Toull Kerliv (Al Lanv – 2024). Deskiñ a reer, gant pevare pajenn ar golo, ez eus bet kavet korf marv un den a zo aet da genlabourat gant ar polis gall goude bezañ bet ezel ar FLB. Merzout a reer buan a-walc’h n’emañ ket an treitour e-kreiz ar jeu. Un digarez eo hemañ evit kas Ar Breton, penndudenn ha stourmer kadarn anezhañ, e krabanoù ur justis divoutin. Un hanterenn eus ar romant zo gouestlet d’an divizoù, e stumm ur pezh-c’hoari, etre ar varnerez yaouank, arouez ur republik divrall ha c’hwezet gant ar rakvarnioù, hag ar stourmer kozh. Un testamant lennegel eo ar preder-se a gemer e stumm a-feur ma ya war-raok an emgavioù el lez-varn.Tud zo a c’hell rebechiñ ouzh ar skrivagner teurel ur sell re vanikean ouzh an darvoudoù. Ret eo kemer e kont ar pezh en deus gouzanvet evit bezañ stourmet evit e vennozhioù. Kavout a reer prantadoù fent memestra. Saourus eo evezhiadennoù An Breton pa verz eo deuet da vezañ diaes dezhañ pignat gant skalieroù serzh al lez-varn. Ne seblant ket ar warded yaouank bezañ tizhet gant ar remm pe ar berr-alan. Mousc’hoarzhin a reer gant an dezreveller pa rebech ar varnerez outañ bevañ en ur bed dic’hizet, serret war e unan, gant ur blijadur nemeti : lenn niverennoù kozh Al Liamm.  An hanterenn all eus ar romant zo gouestlet d’al lizhiri, a chom dre guzh e dalc’h An Breton, d’e vuiañ-karet. Denel eo ar gerioù. Kompren a reer pegen drastus e c’hell bezañ ur vuhez roet d’ar stourm war izili ur familh. Fromus eo al lizhiri hag enno e vez kavet ur soutilded a vank a-wechoù en divizoù gant ar varnerez. Lenn a reer Toul Kerliv en un taol rak flour ha plijus eo ar yezh, eeun ar geriadur. Kavout a raio ar re yaouank, o deus savet doareoù stourm nevez, un testeni istorel diwar-benn ur mare a zo damanavezet evit lod anezho.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù