An amzer grenn, 72p, 7€
Gant Joel Donarzh, emb. Al Liamm, 2024
gant Tangi legavre
E miz Mae 1987 e oa deuet er-maez ur madig nevez, « Le petit pimousse », kinniget gant an embregerezh « La pie qui chante ». Lugan ar c’houlzad brudañ a oa « Le bonbon petit mais costaud ». Par d’un dornad madigoù eo an dastumad danevelloù gant Joel Donarzh (An amzer grenn – An Alarc’h), skeudennaouet gant tresadennoù Sylvie Donarzh. Bihan eo al levr met kreñv e zanvez. En un nebeud frazennoù e oar ar skrivagner kavout an troiennoù efedusañ evit livañ un aergelc’h gwall deñval rak kriz eo tonkad an tudennoù ha fromus o sell war ar bed, den pe loen e ve. (Ar vamm gozh, Ar chapel). Lusket eo an danevelloù evel senarioioù pe sinopsizoù. Mikrofaltazioù a c’hellfed ober eus ar skridoù-se, gant ar berr ma ‘z int, hag enno ez eus rummoù lennegezh disheñvel : ar varzhoniezh (Ar micherour), ar surrealouriezh (An dorfedourez), ur gontadenn brederouriel (Ar geriadurioù). Anat eo en deus klasket ar skrivagner sevel testennoù diwar traoù dister (Ar brenadenn). Diaes eo skrivañ diwarno peogwir e vez lakaet kalite ar skrid war wel diouzhtu pa n’eus darvoud ebet evit kuzhat sioù ar bluenn. Ne santer ket labour ar skrivagner pa lenner e levr daoust m’en deus kiet evit kavout ar ger reizh e pep frazenn. Loveal a ra faltazi al lennerien, didrabas ha sioul, dre ampartiz kuzh ar skrivagner war an danevelliñ. Displegañ a ra Joel Donarzh eo bet levezonet gant e vicher skolaer. Merzet en deus e vank levrioù par d’An Amzer Grenn evit lakaat ar re a zo o teskiñ ar yezh da vont pelloc’h gant o lennadennoù. Pep danevell a zo div bajennad anezhi, skrivet en ur yezh eeun ha pinvidik war un dro, ur framm hag a ro c’hoant da lenn un istor a vefe hiroc’h. Marteze o devo c’hoant lennerien zo da genderc’hel gant an istorioù, kizellet a-zoare met re verr lod anezho, dre faltaziañ darvoudoù nevez. Pa ‘z eo krenn an amzer e tro rod an devezhioù, diehan he lusk, o lakaat al lennerien arroutet da vezañ skrivagnerien hag ar skrivagnerien da vezañ diberc’hennet diouzh o skridoù.