Ur spered o ribotat

Kofez ur muntrer dezrevellet en un nozvezh, 186p, 13€
Gant Joseph Roth, troet gant Gérard Cornillet, emb. An Alarc'h, 2024

gant Tangi Legavre


Reuz zo e Reter Europa. Dirak dismantroù ar brezel ez eur techet da zisoñjal ez eus bet maget ur sevenadur boutin gant ar pobloù-se, deuet da vezañ enebourien. Ur rummad skrivagnerien o deus duet paper evit diskouez o hiraezh eus an impalaeriezh aostrian-ha-hungarat a vode pobloù a bep seurt dindan he beli. En o zouez emañ Joseph Roth, bet chomet e skeud ar re vrudetañ (Stefan Zweig, Robert Musil…). Un digarez eo troidigezh Gérard Cornillet (Kofez ur muntrer dezrevellet en un nozvezh) da lenn unan eus e oberennoù niverus. Dre ur yezh flour e heulier mestaolioù ar benndudenn Semion Goloubtchik, c’hoant gantañ uhelaat e renk er gevredigezh. Goude klevet e bedenn vut e teu d’e gaout Lakatos an Hungariad, un ael drouk gant ur marc’had lous da siñan. Prest eo an den yaouank da werzhañ e ene. Selaou pep tra ha chom hep rannañ grik, setu e vicher nevez. Deuet eo da vezañ ur spier e servij polis kuzh an Tsar. Goude bezañ kaset da benn e gefridioù kentañ eo trubuilhet e spered gant ur vaouez cheuc’h o tont eus Pariz da heul ur c’hemener brudet. Dallet eo ar spier gant nerzhioù hud ar garantez. E-kreiz romant Joseph Roth emañ kraf an identelezh. Ur spier eo Goloubtchik ? Ur spier treuzwisket e priñs ? Un hailhon treuzwisket e spier ? E ene zo evel un islonk a vezer sachet gantañ pa seller outañ. Meur a wezh en devez c’hoant kemer hent an daspren, ober fae ouzh an traoù touellus, dilezel ur vicher hag a zismantr perzhioù mat an den. Ne fell ket dezhañ chom un den dienor da viken. Ret eo da Semion Goloubtchik dibab dindan peseurt banniel e fell dezhañ bale : hini Doue, hini e enebour ? Priziusoc’h eo ene dasprenet ur pec’hedour bras eget ene glan ur sant. Alies e vez implijet gerioù an daonedigezh (an diaoul, an tan, an ifern) gant ar skrivagner. Gellout a reer lenn al levr-se evel ur romant du peogwir eo Josef Roth un dezreveller eus ar c’hentañ hag a oar faltaziañ darvoudoù ha souezhadennoù en ur framm klasel. Mat eo kemer un tamm muioc’h a amzer evit lenn ar pajennoù a ro bod da brederiadennoù ar benndudenn diwar-benn galloud ar gomz, nerzh ar garantez, implij ar gerioù hud. Kaer eo labour treiñ Gérard Cornillet. Buan e tisoñjer emeur o lenn un droidigezh. Dedennus eo ar goudeskrid. Dedennusoc’h c’hoazh e vije gouezet perak eo bet dibabet levr Joseph Roth gant an troer.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù