Kaoc’h da Vauban

Va zammig seizenn ruz, 122p, 13€
Gant Paskal Hervio, emb. Al Liamm, 2024

gant Tangi legavre

Sevel a ra orin ar gakouzien betek mareoù teñval ar Grennamzer ha techet e vezomp da veskañ ar fedoù istorel gant ar brizhkredennoù kontet diwar o fenn. Chomet eo un toulladig roudoù war o lerc’h : un nor vihan toullet e kostez un iliz, un nebeud maendresadennoù pe skeudennoù sepia hag a ziskouez o ampartiz war micherioù zo (kordennerien, kalvezerien, munuzerien, govien…). Damheñvel e oa o dremm taget gant al lovrnezh ouzh hini Dominique Pinon, an aktor sinema en deus kemeret perzh er filmoù sevenet gant Jeunet ha Caro : Delicatessen, La Cité des Enfants Perdus, Le Fabuleux Destin d’Amélie Poulain. Klotañ a ra ervat e zremm roufennet, heñvel a-walc’h ouzh un delwenn eus an Henamzer, gant ar bedoù faltaziet gant ar c’houblad sevenerien. Ur bed faltaziet all a zo el levr gant Paskal Hervio Va zammig seizenn ruz. Ganet eo bet Lazare Kajo, lesanvet Neudig, en un tiegezh a gakouzien. En 18vet kantved, e biojoù Brest, e krakvevont en arlez ar gevredigezh, hag ingal e vezont argaset. Rouez eo ar gizidigezh d’ar c’houlz-se. Tec’hel a ra Neudig betek Brest goude bezañ bet e lod a walleurioù. Eno e kav repu en un emzivati dalc’het gant ur bagad seurezed. N'emañ ket Neudig en dienez rak ampart eo war ar c’hordennerezh. Ober a ra kordennoù kanab evit bigi ar roue Loeiz XIV. Evel Roparz Hemon ha Fulup Lannuzel e ra Paskal Hervio un dudenn eus Brest. Un dudenn pe ur milendall ennañ tud a bep seurt, uhel pe izel o renk er gevredigezh. Dre zarvoudoù stank, kemmesket enno fedoù gwir ha faos, ez a Neudig war-raok ha toullañ a ra e hent, unan dic’hortoz evit un den ken izel e orin. Plijet eo Paskal Hervio gant ar bannoù-treset, ar pezh a c’heller gwelet e senennoù zo eus e romant, deskrivet gantañ evel pa vefe ur steudad plankennadoù treset. Splann eo kement-se e monedone bagadoù an Ankoù pa zastumont kelanoù ar re falc’het gant ar c’hleñved-red. Ar c'haleourien eo a gas ar gefridi-se da benn. Liammet eo istor Brest outo. Buan e varv kalz a brizonidi met un nebeud anezho a zo re dev o lêr da falc’h lemm an Ankoù. Deuet int a-benn, evel tad Neudig, da drec’hiñ taolioù kriz o flanedenn. Kreñv eo hennezh ha kavout a ra e blas e-kichen tudennoù all bet stummet o youl dindan yev ar galeoù : Valjean, Vidocq, Ferragus… Brest zo ur c’hreñvlec’h ma vez kraouiet ennañ tud skoet gant ar gwalleur, eneoù kollet ar galeoù. Pa c’hwezh an avel a-us ramparzhioù ar wikadell e klever mouezh o zasmantoù o vallozhiñ bommoù eus ur ganaouenn : Je reverrai la route blanche les pieds devant, mais je chanterai d'en dessous mes planches, Merde à Vauban.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù