Saga Arvorika 1&2

Penaos eo marvet Yann Pilhaouer ? Saga Arvorika – levrenn 1, 132p, 12€
Kevrin al Lagad Du Saga arvorika – Levrenn 2, 168p, 12€
Gant Yann-Bêr Kemener, emb. Skol Vreizh

gant Sandrig ar Gall

Sed an div levrenn gentañ eus un heuliad romantoù diwar-benn ar bilhaouerien e Breizh er bloavezhioù 1920, boulc’het gant Yann-Bêr Kemener.

E 1926 e varv Yann Tosser, lesanvet Yann Pilhaouer, dre abegoù dianavez. Ret eo d’e vab, Yannig, kemer penn an hent eus Menez Are betek Douarnenez evit sammañ e garg a bilhaouer, ha klask kompren penaos eo marvet Yann Pilhaouer.

Un tamm iskis eo an heuliad levrioù-mañ : n’int ket romantoù polis, na romantoù deskadurezh (evel Bilzig da skouer), kennebeut. A bep seurt a gaver enno : ebatoù karantez ur paotr yaouank, ur steuenn damgevrinus, ha dreist-holl un taolennadur resis a-walc’h eus kevredigezh ar bilhaouerien gwechall, gant an darvoudoù a c’hoarveze neuze, diwezh ar Brezel Bed kentañ, deroù al luskad komunour...

Chom a ra al lenner etre daou soñj : skrivet eo al levrioù e brezhoneg yac’h ha dibistig, frammet-mat eo an istor, ha titouret resis, ken e c’heller deskiñ traoù talvoudus. N’eo ket kenkoulz an dalvoudegezh lennegel, marteze : un tamm diwar-c’horre eo an tudennoù, ha tremen a ra an darvoudoù kalz re vuan, mankout a ra an itrikoù boas a vez implijet gant ar skrivagnerien evit desachañ al lennerien. Ul lennadenn aes a-walc’h evit an holl vrezhonegerien, hag evit ar re a zo dedennet gant bed ar bilhaouerien.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù