Amiraled Kab Horn

Amiraled Kab Horn, 148p, 11€
Gant Herve ar beg, emb. An Alarc'h, 2023.

gant Tangi Legavre

Soy el albatros que te espera
En el final del mundo.
Soy el alma olvidada de los marinos muertos
Que cruzaron el cabo de Hornos
Desde todos los mares de la tierra.

Me eo an albatroz a c’hortoz ac’hanout
E penn ar bed.
Me eo Anaon an dud a vor marv
O deus dibaseet ar C’hab Horn
Diouzh an holl vorioù eus ar bed.

Nijal a reont e barzhoniezh Sara Vial. Ul lec’h spontus eo ar C’hab Horn, ul lec’h hag a ro bod d’ur strollad tudennoù kizellet o zrolinennoù dre nerzh ar mor, an avel hag ar yenijenn. En o zouez emañ al lestr Leon XIII an hini pouezusañ. Merdeiñ a ra an teirgwern-se e-pad daou vloaz, goude bezañ kuitaet porzh Naoned, en ur gas ha degas danvezioù a bep seurt (glaou, edoù, nitrat…) eus ur c’hevandir d’egile. N’eo ket ur vag tasmant met ul lestr istorel en deus maget awen Herve ar Beg. Gant ar rakskrid e lenner ar pezh a zo c’hoarvezet d’ar vag. War internet e kaver skeudennoù kozh eus al Leon XIII a-raok ma reas peñse a-vaez da aodoù Iwerzhon. Diwar ar gwallzarvoud-se ez eus diwanet un istor faltaziet. Ennañ ez eus un den yaouank, Darig, en deus kuitaet e vro c’henidik evit tañva frankiz touellus ar meurvor diharz. E deroù an ugentvet kantved eo diaes buhez ur c’hrennard war ur vag-dre-lien. Estreget un danevell beaj, ur romant deskiñ eo Amiraled Kab Horn. A borzh da borzh e ra ar mous anaouedegezh gant bedoù all ha tud liesseurt. Pa vo echu e veaj e vo deuet Darig da vezañ un den gour. 

Niverus an tudennoù, niverus an temoù

Pedet e vez al lennerien da dremen eus Bro-Dreger, bro c’henidik Darig, da aodoù Aostralia dre ar “flashbackoù” stank hag ar pennadoù berr hag aes da lenn. Daoust ma’z eo bihan an niver a bajennoù eo hir ar veaj. Daou pe dri miz e c’hortoz ar vartoloded ar pezhioù ret evit dresañ o bag gwallgaset gant barradoù feuls ar mor. Disheñvel eo talvoudegezh an amzer diouzh an hini a-vremañ. Livañ a ra Herve ar Beg ur bed a ya da get, hini ar bigi-dre-lien. Tamm-ha-tamm e vez kemeret o flas gant ar bigi-dre-dan a ya fonnusoc’h. Mont a ra ment ar blanedenn war vihanaat. Etre ar sataniged hag ar gouelini ez eus sioù o tarnijal a-us d’an istor. Niverus eo an tudennoù (izili an akipaj, annezidi ar porzhioù…) hag un nebeud anezho a zo korfet en un doare skañv ha difetis. Er c’hontrol, dibaot ha kreñv eo an trivliadoù etre Darig ha Loeiz, ur martolod bras e skiant-prenet. An aergelc’h a chom dispis rak diaes eo gouzout pelec’h emañ kalon an darvoudoù. Bed ar bigi ha tonkad an teirgwern Leon XIII ? Cheñchamantoù e buhez Darig ? Ar maouezed a ra anaouedegezh ganto ? An darempredoù etre ar broioù keltiek, ar stourmoù politikel a zo o tiwanañ e kevredigezhioù Europa, an divroañ evel diskoulm nemetañ d’ ar Vretoned c’hoant ganto kaout un dazont gwelloc’h ? Ur romant hiroc’h a rofe plas a-walc’h d’an temoù-se ha solutoc’h e vefe kempouez an istor. Mankout a ra ur gartenn hag ur roll eus ar gerioù teknikel. Sikour a rafe ar gartenn ar re o defe c’hoant da heuliañ en un doare resis merdeadennoù al Leon XIII. E galleg zoken e chom sac’het kalz lennerien dirak geriaoueg luziet ar bigi. 

Awenet ez eus bet un nebeud skrivagnerien gant al laboused-mor-se bras-kenañ. E « Rime of the Ancient Mariner » e ro Samuel Coleridge ur plas dibar d’an albatroz. Unan eus an evned-se zo bet lazhet gant ur martolod e biojoù ar C’hab Horn. Daonet e vo al lestr hag e akipaj neuze. Mervel a raio an holl, nemet muntrer an albatroz, goude bezañ gwelet bag tasmant an Ankoù. Chom a raio bev ar martolod kablus evit testeniañ eus e dorfed da viken, evel ar Boudedeo.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù