Brestiz e oant

Mall achap! ha danevelloù all, 218p, 12€
Gant Fulup Lannuzel, emb. Al Liamm, 2023

gant Tangi Legavre

Kas ha degas a ra ar bigi danvezioù a bep seurt. Drezo e vez pedet ar bed a-bezh er porzhioù-mor. Ar vartoloted o deus ul levezon sevenadurel war annezidi ar c’hêrioù-se. El levr diwezhañ gant Fulup Lannuzel, « Mall Achap ! », e reer ur hir a veaj dre ar c’hantvedoù, eus mare ar sent vojennel betek an amzer a-vremañ. Lec’hiet eo an danevelloù, lod anezho bet embannet gant Al Liamm hag Al Lanv, e Brest hag he biojoù. Pinvidik eo ar geriadur ha talvoudus roll ar gerioù a gaver e dibenn an danevell gouestlet da Sant Houarnev. Dedennus eo ar goudeskrid. Drezañ e komprener orin ar raktres lennegel en un nebeud linennoù. Un taol-intrudu a-zoare eo meskañ an tudennoù savet diwar ijin ar skrivagner ha pennoù bras istorel. Sklaeroc’h eo ster an istorioù goude bezañ lennet an notennoù. Gellout a ra al lennerien gurius mont da furchal en dielloù enlinenn evit ober anaoudegezh gant an dud-se o deus bevet ha stourmet e Breizh. Dibar eo an dastumad danevelloù-se peogwir en deus implijet ar skrivagner stiloù a bep seurt (moliac’h, enklask polis, kevrin, fedoù istorel…). Adkavout a reer un nebeud temoù ha tudennoù gwelet el levrioù bet skrivet diagent gant Fulup Lannuzel. Mat eo menegiñ an teir danevell gouestlet d’ar stourmoù sokial e metoù ar vicherourien e Brest a-raok ar Brezel-bed Kentañ. Reiñ a reont e ditl d’an dastumad danevelloù. Gellout a rafe an istorioù-se dont da vezañ ur romant ma vefent astennet. Ur skoilh zo memestra. Daoust hag-eñ e c’hello ar skrivagner kabestrañ c’hoant diharz e dudenn evit ar frankiz. Ne fell ket da Olier, ar micherour yaouank, bevañ dindan veli ur mestr bennak… Ha pa vefe hemañ ar skrivagner en deus roet buhez dezhañ. An danevell « Pardon al laboused » a zo gouestlet d’ur mare ma oa al livouriezh impresionour o tiwanañ. Par d’ar pikoù liesliv eo tudennoù Fulup Lannuzel. Sellet a-dost, n’int nemet tud ordinal o buhez. Sellet a-stroll hag a-bell e teuont da vezañ un daolenn voemus, skeudenn ur gêr troet war-zu ar meurvor hag an dazont. Brest même. 

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù