Serret bras e zaoulagad

Va yezh dime, 129p, 17€
Gant Kedez Koulizh, emb. An Treizher, 2024 

gant Tangi Legavre

Levrioù zo a zo morailhet. Morailhet eo deizlevr ur grennardez evit mirout ouzh he zud a lenn anezhañ. Morailhet eo levr ur strobinellour evit mirout ouzh e ziskiblien ag implijout ar formulennoù kuzhet ennañ. Morailhet eo levr Koulizh Kedez (Va yezh dime – An Treizher) gant e zoare-skrivañ a zo ken luziet hag ur romant skrivet gant James Joyce. Meskañ a ra brezhoneg ar pastelloù-bro gant ar gerioù arnevez. Meskañ a ra ar skridvarnerezh gant ar varzhoniezh, an eñvorennoù bugaleaj gant ar yezhoniezh. Peadra da goll e lennerien war hent e breder a zo diaes da heul daoust ma’z eo diazezet war ur ouiziegezh ledan. Ma vefe ar skrivagner hag e lenner ur c’houblad korolliñ e vefe ret dezho mont gant an hevelep lusk. A-wechoù e soñjer e skriv Koulizh Kedez evitañ e-unan dre implijout e yezh dezhañ. Daoust da se eo dedennus-tre ar pennadoù a zispleg penaos en deus gounezet e liorzh lennegel, peseurt skrivagner a blij dezhañ ha perak. Dibar eo an oberenn-se peogwir e klask ezteurel kammdroioù ar grouidigezh. Ur preder damheñvel a zo bet kaset da benn gant Georges Orwell (Why I write. – 1946). Hervezañ, evit dont da vezañ ur skrivagner eo ret bezañ emgar, kaout hiraezh d’ar gened, kaout un abeg istorel gant ur pal politikel. Ouzhpennañ a ra Koulizh Kedez ur goulenn a bouez er preder-se : perak e skriv e brezhoneg ? Hag e vo komprenet e respont gant ar brasañ niver ? Ur seurt nijell dianavez eo Va yezh dime e-touez al levrioù e brezhoneg. Un taol-intrudu a-zoare eo lakaat war wel skrivagnerien rouez pe dianav, pe gerioù aet da get dre ziouer a implij. Evel-se e vez pinvidikaet ar yezh. Gellout a ra bezañ borodus diskoachañ ster ur frazenn e strouezh an anvioù- gwan, an anvioù rouez, ar poentadur cheñch-dicheñch. Un diskoulm : lenn ar pennadoù a vouez uhel. Splannoc’h eo sonerezh ar gerioù. Adkavout a reer yezh ar varzhed a zo lemm rak garanañ a ra kaerded ar bed e kalon al lennerien. 

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù