Lid ar garantez, trid ar blijadur

Karantez : ha barzhonegoù all, 110p., 9€.
Gant Naig Rozmor, emb. Tir, 2023.

gant Tangi Legavre

 

Petra ober gant korf ur vaouez ? Kuzhat anezhañ dirak selloù c’hoantek ar wazed ? Diskoachañ anezhañ dirak lagad ur c’hamera gadal ? Kinnig  a ra Naig Rozmor un diskoulm all e dastumad he barzhonegoù embannet gant Tir. Dont a ra korf ur vaouez, dindan bluenn ar varzhez, da vezañ ur benveg kizidik evit santout ha livañ kened ar bed. Daoust d’an diaesterioù pemdeziek, a voug taolioù-intrudu ar maouezed, e oar Naig Rozmor kaout ar gerioù reizh a zeu da vezañ, pa vezont lennet a vouezh uhel, sonerezh hec’h ene. Pedet eo al lennerien da zerc’hel koun, o follennata pajennoù an dastumad, eus ur gevredigezh a ya da get dre an divroañ, dre ar c’hemmoù armerzh, en ur vro skoet gant an Eil Brezel-bed. Daoust da se, n’eo ket ur sell leun a velkoni. 

Gouzout a oar ar skrivagnerez eo diaes buhez ar maouezed war ar maez pa vez an dienez o plantañ reuz er familhoù paour. Dleout a ra o zeneridigezh chom kuzh. C’hoari a ra Naig Rozmor gant lusk ar frazennoù, gant trouz ar gerioù, en ur implijout ur c’heriaoueg relijiel. Ret dezhi bezañ kalonek evit ezteurel he fromoù, he c’hoantoù, e stumm ur bedenn pe ur c’hantik. Se a vanke el lennegezh vrezhonek. Skrivañ barzhonegoù a zo pal he buhez ha dont a ra hec’h awen, he nerzh, eus ar moustradur. Toullet he deus he hent hep teurel pled ouzh ar rebechoù nag ouzh ar c’homzoù dihegar. N’o deus ket an holl varzhonegoù an hevelep live. Gellout a reer tremen buan war un nebeud anezho tra ma vez adlennet ar re all meur a wech gant ur blijadur o kreskiñ. Perzhioù fentus zo ivez, evel bannoù heol o tirogiñ ar c’houmoul. Karantez he deus ar varzhez ouzh he familh. Boemus eo deskrivadur daouarn he zad, distummet gant al labour douar, gouest da c’hounit ar bara pemdeziek ha da vennigañ anezhañ. Ne vez ket disoñjet he mamm kennebeut. Komz a ra outi ha lidañ a ra he gouel. Pep trouz, pep tra munut a zalc’h soñj eus bezañs ar vamm gozh. Ar re varv a gav o flas e karantez divarvel ar re vev. Gellout a reer rebechiñ da Naig Rozmor livañ ur bed kloz warnañ e-unan. Ne glask ket reiñ ur vent etrebroadel d’hec’h oberennoù. Hi a oar sellout pizh ouzh an traoù didalvoud. Kement tra a zeu da vezañ dedennus ma ouzomp sellout outañ e-pad ur prantad hir a-walc’h, eme bProsper Mérimée.

 

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù