Ar Samaritan Madelezhus, 116p, 9€
Gant Jarl Priel, emb. An Alarc'h, 2023
gant Tangi Legavre
En e bezh-c’hoari Ar Samaritan Madelezhus e tilez Jarl Priel kompezennoù divent Rusia, skubet gant an avel sklas, evit gouelec’h Palestina. An traezh hag ar menezioù kras a ra evit drekleur ur mister a ginnig d’al lennerien heuliañ an darvoudoù c’hoarvezet da heul an emgav etre Elifaz, ar Samaritan, ha Reouben, un telennour gwallgaset gant ur strollad laeron. Pa skriv Jarl Priel e bezh-c’hoari eo bev c’hoazh daveennoù sevenadurel ar relijion gatolik e Breizh. Brudet eo parabolenn ar Samaritan madelezhus. « Karit ho nesañ eveldoc’h hoc’h-unan ! » eme Jezus. N’eo ket ur frazenn didalvoud. Ur sapre klaoustre, ne lavaran ket. Penaos en em denno Elifaz diouzh an trap-se, goude bezañ sammet Reouben war gein e azen ha roet bod dezhañ ? Dleout a raio sentiñ ouzh gourc’hemennoù e wreg Sefora, ur gwir geben dizoñv anezhi, hag ober war-dro e verc’h Rac’hel a zo trubuilhet he c’halon gant bommoù flour an telennour. Ur strollad tudennoù a eil renk, livet a-zoare gant Jarl Priel, a gemero perzh en abadenn evit brasañ nec’hamant an tavarnour madelezhus. Huchadennoù ha chuchumuchu, lienoù stignet war garantez kuzh, farsadennoù gros… Tostoc’h emañ ar pezh-c’hoari-se ouzh oberennoù Labiche eget ouzh parabolennoù ar c’hatekiz. Ouzhpenn-se e vez santet aergelc’h kontadennoù ar Grennamzer e-barzh oberenn Jarl Priel. Kavout a rafe e dudennoù o flas e taolennoù Bosch pe Bruegel gozh. D’ar c’houlz ma oa Priel o skrivañ ne oa ket distummet framm ar pezhioù-c’hoari c'hoazh. Klasel eo aozadur an istor. Desachet e vo evezh an arvesterien gant divizoù buhezek hag a raio dezho c’hoarzhiñ, glas a-wechoù, gant ar ger reizh o kouezhañ e koulz. A bouez eo ar rakskrid. Drezañ e komprener gwelloc’h penaos eo diwanet raktres lennegel an Tregeriad a zo, a-fed c’hoariva, un den a-vicher. A-vremañ eo lusk ar pennadoù (an arvestoù) a ro d’al lennerien an digarez d’ober anaouedegezh gant personelezhioù soutil an holl dudennoù. Aze emañ an dalc'h gant ar pezhioù-c’hoari lennet ba’r gêr. Evel-just ez int bet skrivet evit bezañ leurennet ha sklêrijennet dre ampartiz an aktourien. Fenoz ‘vo c’hoariva !



