Olole, 128p, 9,50€
Gant Goulc’han Kervella, emb. Skrid, 2023
gant Tangi Legavre
Estreget titl un ton jazz skrivet gant Edward Heyman e 1930 eo Body and soul. Diskouez a ra ar gerioù-se an trivliadennoù o sachañ-disachañ tudennoù an dastumad danevelloù kinniget gant Goulc’han Kervella en e levr Olole. Prest int da ankounac’haat o zi, o familh, o zalvoudoù evit heuliañ an hini en deus digoret, dre e garantez divuzul, ur bed nevez dezho. Daoust ma’z eo luziet o freder eo gwirheñvel emzalc’h an tudennoù pa c’hwezh korventenn ar c’hoant a skub pep tra gant he nerzh diharz. Eizh danevell diwar drizek zo gouestlet d’ar garantez etre paotred. Pa ouzer e kaver alies an hevelep deskrivadur eus an tudennoù, hag an hevelep patrom a-fed aozadur an istor, e c’heller soñjal e vo kavet borodus an dastumad gant un toullad lennerien. Skoemp eo an danvez rak levezonet eo Breizh gant talvoudoù ar relijion gatolik. Emañ sell an dud o cheñch e Breizh evel ma tro avel ar rakvarnioù er c’hevredigezhioù all en Europa. Degas a ra levr Goulc’han Kervella e lod d’an emdroadur-se pa daol ur sklêrijenn leun a zoujañs ouzh ar c’harantezioù dibaot. Kinniget ez eus bet un nebeud danevelloù evel kendalc’h ur romant embannet bloavezhioù zo. Dedennus eo an taol-intrudu rak kas a ra al lennerien aketus d’un oberenn gent, lennet pe get, disoñjet pe garanet en o eñvor. Kompren a reer gwelloc’h kempoell arzel ar skrivagner. Daoust ma n’eus istor karantez ebet hag a liamm ur vaouez ouzh unan all (pelec’h emañ meulerien ar varzhez Sapho e Breizh ?) e kaver tudennoù gwregel memes tra. Gellout a reont bezañ kalonek (Frida, dispac’herez Roazhon), leun a startijenn (Gretel) pe gwarizius (Sant Sebastian Tremenac’h). « N’eus ket a garantez eürus » eme Goulc’han Kervella. Gant Olole e vezer techet da ouzhpennañ n'eus ket tu da c'houzañv pegen skañv e c'hell an nen bezañ. Prederiañ, dielfennañ, pouezañ ha jediñ a ra an den evit tizhout ur c’hempouez dereat en e oberennoù… A-benn ar fin ez eo ar galon a zibabo, evel ur chaseour en e-unan.