Krouet e voe ar gelaouenn d’ur mare frouezhus evit gwirioù ar pobloù bihanniver en Europa er bloavezhioù 1920. Treiñ oberennoù e brezhoneg a voe an hent dibabet evit skoulmañ darempredoù lennegel etrebroadel. E Miz Here 2025 ez eus bet dalc’het un diviz e Gwened, er Mor-Bihan, e Skol-Uhel ar Vro, etre tri c’helenner eus Skol-veur Roazhon 2, Cédric Choplin, Myriam Guillevic ha Tristan Loarer, evit lakaat ar gaoz war istor Gwalarn, he ganedigezh ha paradoks etrebroadel ar gelaouenn-mañ.
gant Samuel Julien
Pa voe dibabet er bloavezh 1925 anv “Gwalarn” evel titl ar gelaouenn lennegel vreton nevez-krouet e oa anat ar pal : tennañ gounid eus un nerzh sevenadurel, politikel ha yezhel a oa o ren en Iwerzhon d’ar mare-se, da lavaret eo nebeut-tre ag amzer goude ma voe roget ganti he liammoù gant monarkiezh ar Rouantelezh-Unanet.
Pelloc’h c’hoazh, dre m’en doa meneget Roparz Hemon, gwir ene ar gelaouenn, e c’hoant da skoulmañ darempredoù sevenadurel etrebroadel evit reiñ ul lañs nevez d’hor yezh ha d’hol lennegezh. Meneget e vez zoken e skrid-diazez Gwalarn1 - an hini kentañ ha diwezhañ e galleg - an ezhomm a oa d’ober diouzh skouer broadoù bihan evel Bohemia, Flandrez pe Katalonia...
Touell ar c’heltieg hag an esperanteg
Pa oa bet krouet Gwalarn er bloavezh 1925 e oa un disrann eus ar gelaouenn Breiz Atao ha kreñv e oa an darempredoù sevenadurel etre Breizh hag ar broioù keltiek gant ar gazetenn-se. N’eo ket souezhus eta ma voe dedennet ivez darn eus skrivagnerien Gwalarn gant ar soñj da weladenniñ Iwerzhon evit kemer perzh er c’hendalc’h keltiek e Dulenn ar memes bloavezh. Entanet e voent ken-ha-ken gant an degemer ha gant lusk ar c’hendalc’h met lakaet diaes a-wechoù gant traoù zo. Diaes e oa da Roparz Hemon dreist-holl kompren entan Iwerzhoniz zo ouzh ar sevenadur gall. Jeu a savas etre Hemon ha tud all er c’hendalc’h evit dibab ar yezh da implijout en divizoù dre ma nac’he komz galleg tra ma nac’he ar re all komz saozneg. Abalamour da ‘se, moarvat, e oa bet maget gantañ ar soñj da implijout ur yezh keltiek boutin d’an holl bobloù kelt. En aner avat. Ur spi all a oa gantañ : an esperanteg.
Ken bras e oa e spi er yezh-se, ken e krouas ur stagadenn da Walarn, anvet “Nord-Okcidento”, kerkent hag ar bloavezh 1929. A-hed un dek niverenn bennak e strivas mestr ar gelaouenn da embann pennadoù er yezh-se. A-bouez e oa dezhañ evit krouiñ darempredoù etrebroadel ha sed aze, da skouer, ar pezh a skrivas er bloavezh 1930 pa voe embannet e galisianeg al levr, As cruces de Pedra na Bretaña, skrivet gant unan eus donezonetañ skrivagner e vro, Alfonso Daniel Rodríguez Castelao :
Ne damallan ket d’an oberour beza skrivet e yezh e vro evit e genvroiz. Diaes e ra d’in gwelout seurt levriou avat, o tont er-maez hep eun droidigez, pe eun diskleriadenn bennak en esperanteg. War an dachenn-se dreist-holl, tachenn ar ouiziegez, tremen hep ar yez etrevroadel eo forani kalz a boan ha lakaat ar re all da forani o amzer.2
Souezhet e c’heller bezañ gant un doare dislavar a zo meneget aze, e-keñver linenn-stur Gwalarn... Daoust ma ne oa ket bet disklêriet gant ar gelaouenn ober gant ar brezhoneg nemetken ? Daoust ma ne oa ket ivez un touell soñjal e vije bet tu, dre hanterouriezh yezhoù diwriziennet, skoulmañ darempredoù lennegel gant broadoù all ar bed ?

An treiñ evel yezh etrebroadel
Spi Roparz Hemon en esperanteg na seblant ket bezañ bet rannet gant skrivagnerien all Gwalarn ha buan e voe dilezet ar stagadenn-se. Un hent all a voe dibabet evit skoulmañ darempredoù lennegel etrebroadel, hini an treiñ. Kement-se zo bet lakaet war wel e-doug un diviz bet dalc’het e Gwened e miz Here 2025 e Skol-Uhel ar Vro. Deuet e oa a-ratozh tri c’helenner eus Skol-veur Roazhon II - Cédric Choplin, Myriam Guillevic ha Tristan Loarer – evit diskouez pegen pinvidik e oa al liammoù bet skoulmet gant skrivagnerien Gwalarn ha re all bet strewet e pevar c’horn Europa.
Ur gwir breder a oa da gentañ penn e-keñver brezhoneg ar vugale hag ar c’hoant da lakaat anezho da anavezout kontadennoù brudet eus ar bed holl e brezhoneg. Gant Myriam Guillevic eo bet lakaet ar pouez war an treiñ kontadennoù e oberennoù Gwalarn, pe e vefe oberennoù eus Danmark (Plac’hig vihan ar mor gant Hans Christian Andersen), pe eus an Izelvroioù (Priñsezig an Dour gant G.Th Rotman), eus Alamagn (Ar vreudeur Grimm), eus Bro-Saoz (Per ar c’honikl), pe kontadennoù all eus Skos pe Iwerzhon. An troidigezhioù diwar al lennegezh evit an dud deuet zo bet studiet gant Tristan Loarer. Diskouezet en doa pegen niverus e oa troerien Gwalarn3 ha pegen lies e oa orin an oberennoù troet dre m’eo bet lakaet e brezhoneg a bep seurt danvez deuet eus ar bed holl, pe e vefe eus Japan, Rusia, Arabia, Afrika, pe India zoken.
Un hent etrebroadel adijinet

A-fet an treiñ, ne oa ket bet difraostet gant Gwalarn ur gwir hent nevez e gwirionez. Anat eo pa seller ouzh an darempredoù etrekeltiek a oa bet (ad)skoulmet er c’hantved a-raok pe pa seller ouzh an darempredoù Breizh-Galiza : skoulmet e oant bet gant ar rummad emsaverien kent ha dre hanterouriezh ar skrivagner Philéas Lebesgue4 peurgetket. Drezañ ha gant skrivagnerien all evel Taldir Jaffrennoù e oa bet entanet forzhig a skrivagnerien eus Galiza bet bodet en-dro d’ar gazetenn Nós (1920-1936)5.
Ken bras ma oa o entan ouzh hor sevenadur, ken e oa bet c’hoant bras gant lod eus ar skrivagnerien eus ar vro du-hont gouzout muioc’h diwar-benn Breizh. Dont a reas en o zouesk Alfonso Daniel Rodríguez Castelao, oberour As cruces de Pedra na Bretaña, anavezet evel skrivagner galizek pouezusañ an XXvet kantved. Siwazh deomp, Roparz Hemon n'en deus ket komprenet talvoudegezh ar skrivagner galizek-mañ. Pa oa stank an darempredoù Breizh-Galiza a-raok Gwalarn ez int deuet da vezañ treutoc'h. War hent an darempredoù etrebroadel, ne oa ket ken fall ar pezh a veze graet gant ar rummad emsaverien kent.
- “Premier et dernier manifeste en langue française”, Breiz Atao n°75, miz Meurzh 1925.
↩︎ - Pajenn 35, Gwalarn n°23, miz Here 1930. ↩︎
- Daoust da se e oa bet ret – evit forzhig eus an troidigezhioù – tremen dre ur yezh all, saozneg peurvuiañ, ha na oa ket yezh orin an oberenn evit an treiñ e brezhoneg. Diskouez a ra ne oa ket holl skrivagnerien Gwalarn gwall emskiantek ouzh redioù ar vicher treiñ, ar pezh na oa ket gwir evit an holl sevenadurioù all en Europa d'ar mare-se.
↩︎ - Philéas Lebesgue (1869-1958) a oa Pikard anezhañ ha desket en doa brezhoneg asambles gant forzhig a yezhoù all. Dalc’het en doa darempredoù gant a bep seurt sevenadurioù hag ur gwir garantez a vage evit hor bro. Degemeret e voe evel un drouiz zoken.
↩︎ - Ur studiadenn hollek war seurt darempredoù zo bet kaset da benn gant Afonso Vázquez-Monxardín Fernández. Anvet eo “Galiza ha Breizh e 2025. En ur vont gant hentoù Castelao”.
↩︎



