Er bloavezhioù 1920 e oa lusk gant arzourien ha gant skrivagnerien Breizh evit ma vefe lakaet muioc’h o bro war wel dre reiñ dezhi ur skeudenn vodern ha yaouank. Er memes mare eo bet ganet ar gelaouenn Gwalarn ha strollad ar Seiz Breur. Bev eo c’hoazh levezon ar mare-se er bed arzel a-vremañ. E 2024 e oa bet krouet ar Seiz Avel, ur strollad tud a vicher, arzourien anezho. D’al Lun 19 a viz Genver 2026 eo bet gwerzhet o oberennoù dezho, a-stroll gant re ar Seiz Breur, er werzh diouzh ar c’hresk aozet e Roazhon hag anvet “Eus ar Seiz Breur d’ar Seiz avel”.
gant Samuel Julien
Dalc’het e oa bet d’al Lun 19 a viz Genver 2026 ur werzh e sav-taol (diouzh ar c’hresk) heñvel a-walc’h ouzh an hini a oa bet dalc’het e miz Gouere 2023, pa voe gwerzhet oberennoù ar Seiz Breur. Ar bloaz-mañ ez eo oberennoù mesk-divesk a zo bet gwerzhet : lod gant ar Seiz Breur, lod all gant ur strollad arzourien all bodet dindan an anv “Ar Seiz Avel”. “Eus ar Seiz Breur d’ar Seiz avel” eo bet anvet an diskouezadeg-werzh neuze.
Awen arzel ar c’hantved tremenet war hon amzer a-vremañ

Berzh en doa graet ar werzh e sav-taol e Roazhon e miz Gouere 2023 rak diouzh klevet komzoù an aozerien ne oa ket bet gwelet kement a dud evit ur werzh a seurt-se abaoe ouzhpenn dek vloaz ! Gant pratikoù liesseurt e oa bet prenet ker-ruz oberennoù Reun ha Suzanne Kreston, Jeanne Malivel, Jorj Robin pe c’hoazh Joseph Savina, izili strollad ar Seiz Breur bet ganet e 1923. Kalz muioc’h eget ma oa gortozet zoken : daoust ma oa deuet un danvez-pratik eus Amerika a-ratozh-kaer e rankas distreiñ hep bezañ gellet prenañ an disterañ tra. Diwar an 300 oberenn bet lakaet e gwerzh, ne oa chomet netra ken.
Meur a werzh a seurt-se a oa bet aozet goude-se, e Roazhon, Kemper, Brest pe e diavaez-bro zoken. War un ton bras e oa bet aozet an hini diwezhañ. Daoust ma ne oa ket bet diskouezet an oberennoù e Breujoù Breizh evel ma oa bet e 2023 e oa bet fin a-walc’h an aozerien evit kinnig un nebeud darvoudoù hag ur sonadeg kement ha krouiñ ul liamm etre oberennoù an daou gantved, re ar Seiz Breur ha re ar Seiz Avel. Mesk-divesk eo bet kinniget an daou rummad oberennoù ha ket dre renk gant an amzer, ar pezh a oa dedennusoc’h en ur mod.
Un identelezh arzel kreñv... met mut ?
Berzh he deus graet ar werzh-mañ ivez. Daoust m’eo bet aesoc’h ar werzh eus an oberennoù kent n’eo ket bet fall kennebeut disoc’h gwerzh oberennoù ar Seiz Avel. Plijus ha dedennus eo gwelet pegen barrek eo an arzourien a-vremañ da implijout kodoù zo eus ar Seiz Breur evit krouiñ oberennoù nevez hag a-vremañ.
Gant un dra e c’heller bezañ souezhet avat. Al levrioù e brezhoneg, al levrioù kaer – re bet skrivet gant al luskad Gwalarn ha skeudennaouet gant Zavier Langleiz, Reun Kreston pe Zavier Hass – zo bet gwerzhet ha gwerzhet mat evel oberennoù arz. Diskouez a ra kement se pegen pouezus e c’hell bezañ stumm ul levr. Hiroc’h e vuhez ha brasoc’h e levezon, anat deoc’h, pa vez kaset ur preder don war an doare da ginnig ar skrid a zo ennañ. Seurt hent a oa bet heuliet gant Skrid ha Skeudenn, an ti-embann savet er bloavezh 1932 gant Youenn Drezen, ha gwelet levrioù an ti-embann-se e gwerzh e sav-taol, evel oberennoù arz kaer, a ziskouez pegen poellek e oa ar savboent-se. Dipitet e c’heller bezañ neuze pa ne oa koulz lavaret ger brezhoneg ebet e-touesk an oberennoù a-vremañ bet ijinet gant arzourien ar Seiz Avel.
Daoust ha na vefe ket poent bras deomp-ni, brezhonegerien, adskoulmañ al liamm etre ar yezh hag hor sevenadur dre vras, ha bed an arzoù-kaer dreist-holl, evel ma voe graet gant Gwalarn hag ar Seiz Breur ? Anez da se, n’eo ket sur he do hor yezh nerzh a-walc’h da embann ul lavar dreistordinal war ar groaz c’hoazh...



