Les mots celtes clandestins

Les mots celtes clandestins | Yann LUKAS
Coop Breizh – 17 €

gant Samuel Julien

Un eil embann-adur eus levr Yann Lukas eo met pinvidikaet hag hizivaet gant enklaskoù diwezhañ yezh-ourien hag alioù tud arbennik war danvez ar yezhoù keltiek. Peadra zo ennañ da anavezout ar gerioù keltiek – ha pa vefent o tont eus ar galianeg, ar brezhoneg pe eus ar yezhoù keltiek all – zo deuet a-benn d’en em silañ e galleg. Skeudennoù a gaver ennañ ivez, lod o lakaat war wel danvezioù arkeologel a bep seurt, ken pouezus evit kompren istor ar yezhoù keltiek, ha re all evit skeudennaouiñ sevenadur ar broioù keltiek eus an amzer gent pe a vremañ. Savet eo bet al levr-mañ neuze evit ar re a fell dezho dizoleiñ seurt tachenn, evit an arbennigourien avat, e vo kavet blaz ar re nebeut gante.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù