Koktel ar vuhez 3

Koktel ar vuhez 3 | Jil PENNEG
Al Liamm – 10 €

Tangi Legavre (ha bodad lenn Skol an Emsav)

N’eo ket fur mont da chaseal goude bezañ paket ur banne pe meur a hini. Ne c’hell ket ken ar chaseour ober an diforc’h etre an houidi feilhañs hag an houidi gwir, etre ur pemoc’h-gouez hag ur rederez yaouank gwisket gant bragoù roz fluo. Pegen trist e vefe danevelloù Koktel ar vuhez 3 ma vefe drouklazhet Julia gant un tenn fuzuilh diasur. Gant an div levrenn diwezhañ eo deuet tudennoù Jil Penneg da vezañ mignoned tost d’al lennerien. Kalz anezho o deus adkavet  istorioù o deus bevet en o buhez : marv ur vamm-gozh e-pad ar maread gor e 2003 (Marv Marie-Thérèse), an darempredoù luziet gant ur mignon a gerzh etrezek ur marv kriz en digenvez (An ton na echu morse). Gouzout a oar ar skrivagner tennañ splet eus ar bed a zo dirak e zaoulagad ha magañ e awen gantañ. Santout a reer eo diazezet personelezh an tudennoù diwar tud wir. Chom a ra da lakaat anezho en un istor a vesk ar gwirvoud gant ar faltazi. Heuliañ a reer anezho, dre ur yezh eeun hag aes, e darvoudoù ordinal o buhezioù, livet kaer gant aozennoù ar c’hokteloù a-feson : un drederenn a garantez, un drederenn a spi, un drederenn a dizintent hag ul loiad a follentez. Roet ez eus plas d’ar goulennoù a vremañ : penaos liammañ ar vuhez niverel ouzh framm ar gwirvoud ? Penaos kendoniañ obererezhioù ur stourmerez evit gwirioù ar merc’hed gant buhez he familh ? N’eus respont sklaer ha didro ebet. Re eo d’al lennerien heuliañ an divizoù a lusk an danevelloù. Evel-se eo maget realouriezh an tudennoù. « N’on ket gouest da skrivañ diaes » eme Jil Penneg. Gouest eo da skrivañ reizh, eme e lennerien.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù