Ar Gorollerez Vihan, 354f, 13,50€
Gant Roc'halan, emb. Al Lanv, 2023
gant Tangi Legavre
Beajiñ a ra ar malizennoù gant o ferc’henned. Lod anezho a zo labezet rak niverus eo bet o beajoù. Lod all a chom er c’hrignol pe er c’hav o c’hortoz an hini a ziskoacho ar pinvidigezhioù disoñjet enno. Kavet ez eus bet ur pakad follennoù e dielloù Youenn Drezen, warno ur skrid savet gant Roc’halan (Alan An Diuzet) er bloavezhioù 1940. Evit ar wech kentañ eo bet embannet gant Al Lanv diwar atiz Bernez Rouz. En istor karantez-mañ e vez lakaet ur paotr ha div blac’h da gorolliñ e biojoù Gwengamp er bloavezhioù 1930. Termal a ra Paolig, mab ur munuzer, etre Soazig, e amezegez, kadarn he youl, ha Jaketa, oueskerez a-vicher en ur sirk red. Ur romant deskiñ eo Ar Gorollerez Vihan. Gwelet a reer Paolig o koshaat, e furnez o kreñvaat, a-feur mateñvela e spered eürus dindan koumoul diaezamantoù. Taolenniñ a ra Alan An Diuzet emdroadur ar gevredigezh en ur prantad ma oa levezon ar galleg oc’h astenn war Vreizh. Livañ a ra kened ar maezioù a-raok freuz an adlodennañ. D’ar c’houlz-se ne oa ket kan al laboused ur yezh dianav d’an neb a gerzhe e goudor ar c’hleuzioù. Aes da lenn eo pennadoù berr Ar Gorollerez Vihan daoust ma 'zeus lec'h da c'houlenn ha puilh a-walc’h eo an danvez da leuniañ 350 pajennad. Aliesoc’h-aliesañ e nac’h ar maouezed plegañ dindan youl ar wazed. Fellout a ra dezho dibab gant piv kas o buhez ha pelec’h e vint o chom. Fortuniañ ar peadra pe eurediñ an eneoù… Frankiz ar maouezed a zo e-kreiz kemmoù ar familh hengounel. Santet e vez ur spered a-enep soudarded ha beleien er skrid-se. Displijet eo ar skrivagner gant an aotrouniezh hag ar vrasoni. Kentelius eo personelezh ar mevel kozh a oar eo an doujañs ur perzh a bouez. C'hoari a ra pep tudenn en ur rouedad sokial a zo stegn ha gwaskus. Bras eo pouez ar vezh pa red ar vrud fall war chouk un den hardizh a-walc’h da sevel e benn. Tec’hout evel ma ra Paolig a zo un doare d'en em zibab. Goude e veaj e kompren an divroad yaouank pegen prizius eo Breizh. Kemer perzh er votadegoù a zo un emzalc’h all dibabet gant sekretour an telloù. Diwan a ra ar spi e klozadur ar romant. Digoret e vo ur skol a sikouro pep hini da c’houlenn e frankiz. An deskadurezh, an alc’hwez.