Mont da vale gant hentoù gouez

Tan de'i, 168p, 12€
Gant Loeiza an Duigou hag Anna Duval-Guennoc, emb. Al Liamm, 2023.

gant Tangi Legavre

Petra ober en un tour-tan ? Tañva a ra ar muntrer c’hwervoni ar morc’hed e goudor ar savadur divrall1. Gedal a ra al luc’hskeudenner ar wagenn dibar pa c’hwezh korventennoù ar goañv. Deuet ez eus ur mennozh all d’an ti-embann Al Liamm. Gant izili ar skipailh eo bet pedet ar skrivagnerez Loeiza an Duigou hag an dresourez Anna Duval-Guennoc e repu blot tour-tan Roc’h-Gored. Eno o deus maget o awen gant dremmwel ar mor diharz. Tan de’i a zo frouezh o c’henlabour. Daoust ma klot an temoù dibabet gant diduadennoù al lennerien yaouank e kav an oadourien peadra da brederiañ er romant-se : ar sujidigezh d’ar gevalaouriezh, distruj an endro, engouestl ar yaouankiz er gevredigezh. Dre ur yezh eeun e kinnig ar romant liveoù lenn disheñvel. Roet ez eus bet ur plas a-zoare d’ar varzhoniezh. Soutil eo pluenn ar skrivagnerez pa fell dezhi rannañ gant al lenner birvilh al livioù o tispakañ war ar maezioù. Un nebeud frazennoù kizellet a-feson zo par d’ur bedenn en enor d’an natur. Ober a ra al lennerien anaoudegezh gant ur strollad krennarded. Enebiñ a reont ouzh raktres un uzin bras. N’int ket evit kompren perak e vez drailhet koad prizius d’ober alumetez. Prest int da lakaat o buhez en arvar evit gwareziñ ur c’hoad kevrinus. Aroueziet eo an nerzh a ziwan enno pa droont e loened gouez anavezet evit chom kuzhet e goudor ar gwez : ur c’hazh-koad, ur vleizez, ur broc’h. War an talbenn, da vare an emgann, e vint sikouret gant galloudoù hud ar gwez peurbadel. Tan de’i a zo un dreuzskeudenn eus ar pezh a c’hoarvez en hor bed. Krignet e vez ar c’hoadoù dinamm gant an tan gwall. Brallañ a ra speredoù an natur o c’hloc’h-glaz. An tangwaller n’en deus ket ezhomm eus un alumetezenn. Trawalc’h eo e spered diskiant.

  1. Le désir d’être un homme (Villiers de l’Isle Adam) ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Pennadoù nevez

Levrioù