Mestrez ar gaou hervez ar prederour Blaise Pascal, rouanez ar wirionez hervez ar barzh Charles Baudelaire, ar faltazi a zo bras he galloud. Anez dezhi tamm arz ebet, tamm lennegezh ebet, tamm sinema ebet. E brezhoneg ne vez ket gwall resis implij ar ger-se atav. Klaskomp penn d’ar gudenn.Ur pennad skrivet gant Fulup LannuzelDiwar ar faltazi e c’heller ijinañ oberennoù arzel, pell-bras diouzh hor bed-ni, ijinañ bedoù faltaziet neuze. Bedoù e-lec’h ma ’z eus boudoù pe draoù ha n’eus ket anezho en hor buhez pemdeziek. Padal, e-barzh domani ar faltazi, ez eus meur a rummad a zo mat lakaat kemm
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



