Koll-atav : An deiz hirgortozet – Eil lodenn

Koll-atav : An deiz hirgortozet – Eil lodenn, 336p, 15 €
Gant Gégé Gwenn, emb. Skol Vreizh

gant Antony Heulin

Teuliaouet-brav ha dre vunud eo al levr Koll-atav : An deiz hirgortozet – Eil lodenn, bet savet get Gégé Gwenn tregont vlez goude al lodenn gentañ. Kontet eo buhez ha stourm mengleuzierion Menez Are er blezadoù 1970-1980 get ur yezh flour ha bourrus da lenn, él ma oa el lodenn gentañ dija. Nend eo ket #MeToo tamm erbet an endro deskrivet, paotred a-leizh ne raont forzh bout reizh o doare da soñjal ha da gomz. Nend int ket drouk abalamour da se avat. Gwazed hag a labour start get gwazed arall int, setu holl.

Diàr-lenn al levr-mañ e verker penaos eo aet àr cheñch ar bed a-c’houde ar blezadoù 1970-1980. Diàr-bouez levrioù èl hani Gégé Gwenn ec’h eus savet pontoù komprenezon etre tud e rummad oad ha tud yaouank a-vremañ, hag en ur yezh brav da lenn àr ar marc’had.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù