Er rann « Soñj & disoñj » e venegomp ar pezh a gaved da lenn e pajennoù ar gelaouenn Bremañ dek, ugent ha tregont vloaz zo.
gant Dorian Clerbois

30 vloaz zo > Ebrel 1990 > niv. 103
Liberta per Felice Tomasi
En niverenn-se, ’ba’r rubrikenn “justis ha JUSTIS”, e oa bet lakaet ar gaoz war gondaonidigezh ar Stad c’hall ’blam’ da istoer Felice Tomasi. Ouzhpenn pemp blez e oa bet toullbac’het, é c’horteiñ bout barnet. Div wezh àrn-ugent en doa goulennet bout lezet da vonet da c’horteiñ e brosez en diavaez. En aner bep tro. Rebechet e oa dezhañ bout kemeret perzh ’ba’ un oberiadenn gomando a-enep ti-diskuizh ar Légion étrangère. Ur soudard a oa aet d’an Anaon. D’an 22 a viz Gouel Mikael 1988 e oa bet barnet ha dieubet get Lez Asizoù Bourdel, goude bout disklêriet e oa bet gwallgaset ha jahinet get ar polis gall. Ar prosez, gwelet èl unan politikel, en doa entanet Korsika a-bezh get manifestadegoù ha poellgorioù skoazell. Erfin e oa bet kondaonet Frañs get Lez Europat Gwirioù Mab-den da reiñ un digoll argant da Felice Tomasi. Goude bout dieubet e oa bet degemeret ’ba’ e vro get ur bochad stourmerion leun a spi evit ar brizonidi bolitikel arall. N’eo ket bet dieubet an holl a-gement hag hiniv an deiz e chom c’hoazh toullbac’het tud evit abegoù amsklaer èl Julien Muselli, Adrien Matarisse pe c’hoazh, Yvan Colonna.

20 vloaz zo > Ebrel 2000 > niv. 223
Gwirioù ar minorelezhioù
E miz Meurzh 2000 e oa bet pedet Frañs ha Belgia da sinañ an emglevioù europat war gwirioù ar minorelezhioù broadel ha yezhel get ur c’hannad ezel a Barlamant Europa. Sachet e oa bet an evezh war ar fed n’o doa na Frañs na Belgia sinet ar C’henemglev-stern evit gwirioù ar minorelezhioù broadel. Blez e-raok e oa bet sinet Karta europat ar yezhoù minorel get Frañs. Hervez Bertel Haarder, ur c’hannad frankizour a Zanmark er mare-hont, e tleer diskoulmañ kudennoù ar minorelezhioù en Europa a-bezh. Siwazh dezhañ, n’eo ket bet sinet na kadarnaet ar c’henemglev hag ar garta zo bet sinet met kadarnaet james a-c’houde 1999. Spi en doa Bertel Haarder ! E 2008 e oa bet kuzuliet da Frañs get Kuzul armerzhel ha sokial ar Broadoù Unanet studial sinañ ar garta hag ar c’henemglev-stern… Diefed. Piv ’oar, marse a-benn 20 pe 30 vlez, pa ne chomay minorelezh erbet e vo sinet ha kadarnaet get Frañs. Arabat koll spi, Bertel !

10 vloaz zo > Mae 2010 > niv. 344
Distro Gouel Broadel ar Brezhoneg
Goude un ehan a 10 vlez e oa bet roet lañs adarre da Gouel Broadel ar Brezhoneg ’ba’ Kawan. E-tro 6 000 den a oa bet aveit klevet, kaozeal ha kanañ brezhoneg. Ar brezidantez, Maiwenn Gimet, he doa graet ur pennad-kaoz get Bremañ. Embannet he doa neuze un dra wir hag a glote mat-tre (siwazh) get pezh zo skrivet a-us “N’eus bet ken nemet promesaoù abaoe Mitterand betek Sarkozy. En Europa e chom Frañs, evel Gres, a-gostez, war tachenn ar yezhoù minorel”. Hervezi e oa ivez, aozañ seurt gouel, un doare da stourm get plijadur ha da gaout plijadur é stourm. Dalc’het en-dro e 2011, GBB zo bet dalc’het ur blez diàr zaou betek-henn. An hani a zlee bout dalc’het ar blez a za a vo kredapl-bras ampellet da 2022 evit derc’hel ar Redadeg e 2021. Heuliet mat hoc’h eus ? Ken 2022 neuze !