Aet eo Ronan al Louarn d’an Anaon d’ar 15 a viz Mae 2025 goude ur c’hleñved kriz. Anavezet mat e oa evit bezañ kaset ar stourm evit ma vo difennet ha diorroet hor yezh vroadel deus Brest betek Klison, hag evit difenn gwir ar Vretoned d’en em didermeniñ. Evel stourmer etrebroadelour en doa kaset war-raok ar c’hengred etre Breizh ha pobloù all er bed, peurgetket Kurdistan. Er bloavezhioù 1990 e krogas Ronan al Louarn gant e engouestl politikel, e-barzh Dazont, ur sindikad studierien deus an tu kleiz broadelour. D’ar c’houlz-se e reas anaoudegezh gant Kurded Bro-Roazhon, da-geñver manifestadeg ar 1añ
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



