Gant Kuzul diorren Bro-Gerne e oa bet lañset an traoù e 2024. Ur strollad labour, 15 den ennañ, en deus labouret a-stroll oc’h en em vodañ ouzhpenn 10 gwech evit lakaat ar gaoz war an tem-mañ : “Kas da benn ur sell war ar sevenadur hag ar yezh e Bro-Gerne”. Etre 18 vloaz ha 35 bloaz e oa an dud, disheñvel-mik an eil ouzh egile. Setu disoc’h o labour : an destenn, “Amzer ar vezh zo achu”, kinniget da vare Gouel Kerne e fin Miz Gouere 2026. Roet eo bet an aotre deomp embann anezhi. Setu ul lodenn.
“Kroget eo bet evidomp d’un deiziad resis : d’ar 25 a viz Du 2023. D’an deiz-se e oa bet aozet Azezennoù ar Sevenadur hag ar Yezh, e Kemper un intrudu deuet mat. E-kerzh an darvoud-mañ, e oamp niverus o santout ur frailh, spis, gant hor rummad war a seblant. Ar santimant padus hon doa bet da vezañ bet bac’het en ur c’helc’h difrouezh, hep gellet mont kuit. Dont a rae atav ar memes traoù, c’hoazh hag adarre, o ribotañ ar memes randonenn anat hag arguzennoù uzet.
N’eo ket ar pal amañ gwallgomz diwar-benn an araokadennoù gwir tizhet gant ar rummadoù a-raok o stourm, asuriñ eo cheñchet ar bed a c’hallomp avat.
A-benn neuze, e savomp ur vartezeadenn, poent e vefe lakaat war-wel krak ha krenn : ha ne vefe ket deuet poent da soñjal e dazont hor sevenadur en un doare all ?
E-kerzh an darvoud-mañ, e oa bet ur bern divizoù diwar-benn ar yezh. Ar brezhoneg a garomp a-greiz kalon, a gomzomp evit lod ac’hanomp ha gouzout a reomp re vat pegen start eo bevañ
en un endro galleger gwaskus. Met estreget ar yezh a zo.
Ne fell ket deomp, amañ, bihanikaat ar wirionez : anavezout a reomp da vat pegen mallus eo mont maez eus ur sistem unyezhek a lazh liesseurted ar vuhez sevenadurel, eus ur stad jakobin a ziviz pep tra e Pariz hag eus un ensavadur dibab tud a zoug d’an ampletusted hag an dudioù. Met evit kaozeal diwar-benn an dazont ha neuze klozañ gant tout-se, ez eus un dra a bouez : diwar-benn hiziv an deiz ezhomm hon eus kaozeal. Kentoc’h eget chom mut pe fuloret ha bouzar, e santomp an
ezhomm boutin da lakaat da selaou ar skiant hon eus prenet. En em vodañ a dalv reiñ da welet hor gwirvoud tud yaouank eus Bro Gerne.
N’eo ket hor pal fougasiñ o kaozeal e anv an holl dud. En un doare simpl, hor strollad bihan a zo ur skeudenn – e-touez reoù all posupl – eus yaouankiz Breizh, o rannañ o zamm buhez hag ennañ e kaver kalz hevelepter, daoust d’an heñchoù treuz hon eus kemeret. Dont a reomp eus lec’hioù
disheñvel, met kouskoude e welomp sklaer ur randon : e-kreiz hor buhez emañ sevenadur Breizh. Tud a-youl vat pe gopret emaomp, kontourien pe kanerien rapp, div pe teiryezhek ha
deuet da vezañ Breizhiz. Pep hini gant e zoare, a ziskouez bezañ o tougañ pep a lodenn eus hor sevenadur. Hag an dra-mañ, ne c’hell den hon tennañ.
Amzer ar vezh zo achu.
Daoust m’eo arvarus statud ar yezh, ne c’hell ket bezañ lakaet dirak tuoù all ar sevenadur. Nac’hañ a reomp kouezhañ en droukwellañs, hervez ar pezh a c’hoarvez bremañ.
Lakaat ar yezh e-kreiz ar gaoz pa vez tabutet diwar-benn sevenadur Breizh a zo, deomp-ni, teurel kont eus ul lodenn nemetken, hag a zo paour da vat e-keñver he finvidigezh hollek. Koulskoude eo ar pezh hon eus ar santimant da verkañ.
Kevreañ a ra afer ar yezh kalz a boanioù evit ar rummadoù militanted koshañ, gant gwir abeg. Un totem zo bet stourmed hardi evitañ, pouezus-tre eta. Un tem-spered, ur pennsturienn : « ar yezh da gentañ, ar peurrest war-lerc’h ».
Trist ar re gozh diwar-benn-se ivez, ar pezh a gomprenomp ervat. Penaos chom hep en em santout dibaseet pa n’eo ket bet war-raok an traoù, koulz lavaret, goude bloavezhioù ? Pa vez disprizet ar goulenn sevenadurel gant darn vrasañ an dud peogwir o deus aon eus outi ? Rak pa seblant an traoù mont war-raok, e soñjer chom a-sav.
Dougañ a reomp ivez an heritaj-mañ. Santout, klevout ha gwelout a reomp an traoù evel m’emaint. Un heklev a zo etre hon heñtoù koulskoude disheñvel : anavezout a reomp ar vezhmañ, an diaezamant, pa vez meneget hon boazamantoù, gant ar yezh hag ar sevenadur.
Rak e 2025, komz, dañsal, krouiñ, bevañ e brezhoneg, n’eo ket anat atav. Lod ac’hanomp o deus santet warno selloù a-boan madelezus ha fent gante, pa vezomp o tañsal. Selloù spontet, pa vezomp o komz.
Evit tud all, e vo an taol-mouezh an heritaj a vefe mat da zerc’hel, met a c’hell bezañ pounner da sammañ war hon chouk. A-benn ar fin zo santadur un difenn-hud en endro familh : un tabou a zeu ar brezhoneg da vezañ, hag envel anezhañ a lakfe anezhañ da vezañ evit gwir.
Ni ivez a gendalc’h gant an dismegañs-se o « lonkañ » anezhi, o lemel ar pezh zo dibar ennomp, o tevel hon c’hoantoù, o skoachañ emaomp ar Sevenadur. Dañset, sonet, komzet hon e brezhoneg, hep bezañ emskiant eus pouez an dalc’h. Aotreet eo deomp ar sevenadur-se nemet pa vefe faltaziet, folkloraj, er mirdi, d’he skornañ. Ha bremañ pa zeu da vezañ reizh e teu da vezañ ur marc’had rannvroel mat da vouetañ an douristelezh e Breizh, dezhi da vezañ efedus evit Bro-C’hall.
Lakaat ar sevenadur da lezenn, en em aheurtiñ evit ma vefe doujus, plaen ha hoalus zo risklus : gallout a rafe bezañ lemet diganeomp pa vefe bac’het en ur vouest pe a-dreñv ur prenestrstal, hag eno nemetken he defe droad da vezañ.
Ne roomp ket da grediñ e ouzomp gwelloc’h eget ar re all, na memes lâr ar pezh a zo dleet ober. Kinnig a reomp eilpennañ an urzh en un doare simpl. Terriñ an englozañ, santout ar pezh a vod ac’hanomp, kentoc’h eget ar pezh a zisparti ac’hanomp. Tout-se a zo un herezh, ur joa, ur boan, un emzalc’h dirak an dud.
Kompren omp hor Sevenadur, hag a-benn neuze n’hon eus ezhomm bezañ kadarnaet gant den ebet all.
Deuet eo amzer an emvrud.

Aet omp skuizh e vefe graet un objed da werzhañ eus hor sevenadur. Ne vimp ket an distroperien eus ur gevredigezh en em ziskouez diwirion ha hep hengoun. Ne vimp ket, nebeutoc’h c’hoazh, gwarezourien an dud a cheñch Breizh, he annezidi hag o nerzh-labour en ur pezh mell park tematek, ul labouradeg ramzel kapitalour peotramant un ostel evit an douristed. Nac’hañ a reomp groñs e vefe renet hor bro evel pa vefe an douristelezh an dazont posubl nemetañ.
Asuriñ a reomp en-dro e fell deomp mont war-zu an nesañ. Deomp-ni eo digor hon sevenadur hag hor yezh d’an holl. Gaouiñ e vefe lâret e vez savet ur sevenadur a-ziwar netra. E kontrefed e fell deomp, bezañ awenet, kemer skouer, meskañ, kopiañ. Netra a gan a-ziwar netra.
Kaout karantez evidomp hon unan, n’eo ket kasaat an Nesañ. Evel er festoù-noz, lec’h m’en em gavomp, ul lec’h daremprediñ, a liesseurted sokial ha sevenadurel ; m’en en vesk ar c’horfoù, ar
spas, ar mouezhioù hag an amzer evit krouiñ ur mare a-istribil, un dra dibar.
Goulenn a reomp groñs e vefe lakaet hor gwirioù sevenadurel hag hol liessevenadurezh e pleustr. Goulenn a reomp ma teuio ar brezhoneg da vezañ en-dro ur yezh rannvroel hep bezañ en
arvar, o kenvezañ gant ar galleg. Fellout a ra deomp ma teufe ar sevenadur-mañ en-dro e-kreiz pep ti, e-kreiz pep spered. Ma c’hallfemp adperc’hennañ adarre ar gouiziegezhioù-se.
Ma adkavo al lec’h-anvioù o ster. Ma adkavo hor c’hêrioù, hor c’hêriadennoù hag hor c’humunioù oc’h anv hag o distagadur. Sellit’ta, aotronez, tro-dro deomp, kement a dud yaouank a dap krog e-barzh, a vez leuniet ganti, hag a adperc’henn ar sevenadur-mañ penn-da-benn, o lakaat anezhañ da vevañ ha da vont war-raok. Sed aze ar pezh eo ur sevenadur breizhat a-vremañ, ha n’eo ket ur sevenadur modern.
Ar c’hrouidigezh vreizhat, tro-dro d’an temoù-se a identelezh, gwirioù sevenadurel hag ar yezh, a gendalc’h da vezañ pinvidik kenañ. Hor sevenadur, daoust da vezañ breskaet, a zo bev, liesliv, treuzdanvezel.
Ha disoñjet ho pefe, aotronez, an dañs, ar c’hoariva, ar sonerezh, ar c’han, ar broderezh, ar c’hrouidigezh a-vremañ, meskaj an doareoù hag an estetikoù ? Ha disoñjet ho pefe termenadur ar
sevenadur, a zo bezañ o virviñ bepred, bezañ adijinet bemdez gant ar re a zoug anezhañ ? Ha disoñjet ho pefe emañ Breizh o cheñch evel forzh peseurt lec’h er bed ?
Setu peseurt levezonoù a chom deomp neuze ? Marteze ar re aesañ, hag ar re anat anezho holl : komz eus ar sevenadurmañ, e revendikañ, e adsevel bepred, e veskañ, e ezteurel, e vevañ. A-wezhioù e galleg. Evit ma padfe, dre eskemmoù, dre darvoudoù. Rak ur sevenadur a vez bevet muioc’h eget bezañ lakaet da vezañ, hag n’he deus ket bezañs nemet drezi hec’h-unan ; hep bezañ ezhomm eus kadarnaat ebet digant ur sevenadur galloudus pe pennañ bennak.
Sammañ a reomp warnomp hon unan bezañ plouked ha bevañ an dra-mañ evel un tu-kreñv, ur c’hlemm. Arc’hiñ ha stourmañ a reomp evit kaout an droad da vezañ « plouked ». Ne lezimp ket an doare dismegañsus-se hag hollek dallañ hon entan ; sell kouch ar vegenned, mennozioù hardi diwar-benn petra a rankfe bezañ ar sevenadur, ar memes renkad tud hag a sell a-dreuz evel-se forzh peseurt sevenadur minorelaet e Bro-Frañs. Dav eo deomp mont dreist ar vezh, da vat ; hag evel-se klask lemel an drougwelañs.
Divizout a reomp eo cheñch-dicheñch hor sevenadur, mezell diouzh an dud, al lec’hioù, an amzerioù. Fier omp o vezañ un darn eus an hollad-mañ brasoc’h egedomp, eus ur gevredigezh
a lak ac’hanomp da grouiñ ur spered boutin.
Saludiñ a reomp ar re a gendalc’h da grediñ e-barzh dizehan ha da reiñ eus oc’h amzer. Ar rummadoù nevez hag an doareoù d’ober nevez. Ar re goshañ a gendalc’h da rannañ, kontañ ha treuskas treuzkas.
Pariañ a reomp ouzh ar spi : an afer-se he deus gellet treuziñ an istor, o cheñch, oc’h en em adaptiñ, o vont war-raok. Daoust d’ar reveulzi bras o tont, e c’houestlomp ne cheñcho ket an
traoù rak aze e vimp evit ober al liamm.
Emañ ar spi el liamm.”


