Berjinez ken aes ha tra (e-giz bro Italia)

 

Aozennoù evit 4 den
  • 2 verjinezenn vras
  • 2 benn-ognon troc’het munut
  • 1 ivin kignen flastret
  • 2 dailhenn vorzhed-hoc’h
  • 100g keuz parmiggiano
  • 200g keuz mozzarella
  • 12 rondigenn domatez fresk pe chugon tomatez
  • Eoul olivez, holen ha pebr
Aozadur
  1. Troc’hit ar berjinezennoù e daou hag a-hirded, div pe deir jelkenn, poazhit er vurezh betek ma vint tener.
  2. Poazhit ar pennoù-ognon hag an ivin kignen gant un dakenn eoul olivez betek ma vo alaouret.
  3. Lakait ur jelkenn berjinez er gasenn gant un dakenn eoul olivez warni.
  4. Bernit ul loaiad chugon tomatez pe 2 rondigenn domatez, un hanter dailhenn vorzhed-hoc’h, an eil jelkenn berjinez, tammoù keuz mozarella, an trede jelkenn berjinez, an ognon hag ul loaiad vras keuz parmiggiano.
  5. Lakait er forn Th 180°C 10 munutenn betek ma vo kreienet.

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù