gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù
8 chevretezenn diblusket
50 g dienn fresk fardet gant kraksivolez troc’het munut
100 g bleud piz sisez
120 ml dour yen
3 loaiad eoul olivez
Ur piñsad pebr ha holen
- Tommit ur billig kozh pe ur baelon vihan.
- Meskit ar bleud gant an dour, an eoul, holen ha pebr.
- Lakait loaiadoù war ar billig evit poazhañ ar galetez.
- Lakait pep a loaiad dienn gant kraksivolez warno ha kinklit gant 2 chevretezenn.